thi bennoz ha nerz an Aotrou Doue, hag e teuffe eun all benag da gendalc’her al labour e doa boulc’het. Mar doa kouezet etre daouarn ar Zaozon, eo abalamour ma oa re a lorc’h ennhi, abalamour m’e doa kemeret dillad re gaer, abalamour ma felle d’ezhi atao hag e pep tra ober he fenn he-unan var zigarez senti ouz he Moueziou eb selaou lavarou an dud a skiant braz, kuzulerien ar roue. Setu aze petra veze lavaret etouez ar Fransizien zoken. Hag evelse e ra an dud. Pa ’z ai mad an traou ganeoc’h, e vezoc’h meulet ; pa ’z ai, avad, fall an traou, e vezoc’h dilezet gant an dud, goaz a ze evidoc’h ! Jeann ! paour keaz Jeann ! dispenn a reoc’h roudou Hor Zalver benniget. Hen, goude beza bet sklerijennet en eun doare dudiuz var menez Thabor, a oue merzeriet var menez Kalvar ; c’houi goude henoriou Orleans ha Reims, a gavo e Rouen prizoun ha merzerenti. Tra poaniuz ! den na zavo d’ho tifenn, den ebet.
Lod a lavar, guir eo, e klaskaz Lahir, a berz ar roue, savetei Jeann epad ma edo e prizoun Rouen, mes n’euz ket a desteni sklear euz a gement-se ; ouspenn-ze, kalz re nebeut a dud a ieaz gant Lahir ; ha pa vije eat an traou mad gantan, n’en devije ket gellet dont a ben euz e daol.