Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
jeann a zo paket.




c’helou euz an eil d’egile en eur grial a bouez penn : « Ema d’eomp ! ema d’eomp ! » Lod euz kuzulerien ar roue Charles a joumaz dizeblant meurbet pa glevjont ar c’helou, unan anezho a lavaraz zoken : « Mad a zo great d’ezhi, rak ober a rea he fenn atao, eb selaou aliou den. »

Red eo lavaret ar virionez penn da benn, n’euz fors pegen diez eo kement-se. Azalek ma oue paket Jeann betek ma oue devet, epad bloaz ha c’houec’h devez, n’ez euz merk ebet e reaz Charles VII roue Frans eun dra benag evit sikour anezhi, evit klask he zenna euz a greiz he foaniou. Perak kement-se ? Diez eo her gouzout mad. Dianaoudek eo bet e kenver Jeann, sklear eo ; mes eun dra all a ioa c’hoaz. Mar o doa ar Zaozon mez o veza bet trec’het gant eur vaouez, ar Fransizien ive o doa evel mez o rankout anzao n’o doa gounezet nemet abalamour d’eur vaouez. Meur a hini etouez ar Fransizien a ioa varnez lavaret n’e oa Jeann nemed eur zorserez ; evel ma kave d’ezho n’o doa mui izom anezhi, edont varnez kredi o devije gellet ober ebdi. Var ho meno, Jeann n’edo mui gan-