Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
jeann d’arc.

err, keariz ne c’hellent mui tenna gant aon da laza mesk ha mesk mignouned hag enebourien, setu ma kilaz ar Fransizien betek mogeriou kear. Ar gouarner Flavy, o velet ar Zaozon o tont araok ar Fransizien, hag oc’h en em gaout tost d’ar pount, a zavaz aon ganthan na deuffent betek ennhan, hag a lakeaz sevel ar pount var vint ha lezel da goueza an oged houarn a stanke dor vraz kear.

Ar brud euz ar pez a ioa c’hoarvezet a deuaz betek Jeann hag an oll a lavare d’ezhi tec’het. Mes hi ne felle ket d’ezhi : « Skoit var ar Zaozon, emezhi, n’o pezet aon ebet ; mar kirit e maint d’eoc’h. » Evelato ar Fransizien a rank plega ; n’int mui renket evit an emgann. Jeann, kalounek evel atao, a gennerz he zoudardet, mes koll a reont. D’ar fin, he marc’hek, Ian d’Aulon, a grog e penn he marc’h hag a ra d’ezhi trei varzu Compiegn ; mes an or a jom serret ; n’euz mui nemet enebourien, Bourgignouned dreist oll, en dro da Jeann. Kelc’het eo gantho, mes en em zifenn a ra stard, delc’her a ra penn d’ezho. Eun taol trubarderez ebken a c’hell dont a benn euz ar verc’hez kalounek : eur goareger a deu dioc’h an adrenv da jacha var al losten a zouge Jeann var he dillad houarn, hag a bil anezhi divar he marc’h. An oll a ia kerkent a lamm varnhi : paket eo (24 a viz mae 1430). Ar goareger a ziskaraz Jeann a roaz guerc’hez Orleans d’he vestr, hag hema her roaz d’he gabiten, Ian a Luxembourg, koumt Ligny. Gant Jeann e oue paket ive he breur Per, hag he marc’hek Ian d’Aulon. Hema a ioa choumet atao en he c’hichen abaoue an deiz ma oue bet karget gant ar roue d’he diouall, d’he difenn.

An duk a Vourgogn a oue laouen braz o klevet oa paket Jeann, kas a reaz kemennadurez a bep tu evit embann ar c’helou. Ar Zaozon a oue laouenoc’h c’hoaz : kas a reant ar