Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
dic’hloar eo.

Freuz, dizurj ha rivin, setu e berr gomzou stad ar Frans goude ma oue distroet ar roue en he vaneriou demdost d’al Loire. Ar Zaozon, mistri adarre tro var dro da Baris, a rede bro o spounta an dud e peb leac’h gant an tan hag ar c’hleze ; soudardet Charles digabestr ive, pa’z eo guir e oa great d’ezho mont pep hini d’ar gear, a ioa ker fall, ker iud hag ar Zaozon. Ar roue ne gleve ket klemmou ar bobl ; he guzulerien a rea d’ezhan redet an ebatou, mont da chasseal eb ehan euz an eil maner d’egile.

Charles ne oa ket fall mes kollet oa gant he guzulerien, ne zonje ket e oa letanant Doue ha netra ken e bro Frans. Jeann, eun nebeut amzer goude m’e doa kemeret Orleans, e doa klasket rei sklerijenn d’ar roue var gement-se. Lavaret a reaz eun devez d’ar roue : « Roit d’in eun dra. — A galoun vad, eme Charles, m’e ma an dra-ze em galloud. — Roit din, emezhi, rouantelez Frans. » Sebezet da genta, ar roue a jomaz eur pennadik var var, evelato e lavaraz : « Her roi a ran d’eoc’h. — Hen reseo diganeoc’h, emezhi. » Ha var he urz, pevar noter a reaz paper euz a gement-se. Neuze Jeann a lavaraz en eur zellet ouz ar roue : « Setu ama paoura marc’hek a zo er rouantelez. » Kerkent, dirak an testou, Jeann mestrez ar Frans, a roaz ar rouantelez da Zoue, roue an env. Ha da c’houde — var urz roue an env, e roaz ar rouantelez en dro d’ar roue Charles, hag e c’houlennaz ma vije great