Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
jeann d’arc.

paper euz an oll draou-ze. Kement-se a verk d’eomp petra oa roue Frans ; n’oa evit Jeann, nemet soudard Doue, Roue kenta ar vro. Ha setu perak, pa’z eo guir he Sentezed o doa diskleriet d’ezhi ne badfe nemeur en tu all da vloaz, e pede hag ec’h aspede ar Roue da beurc’hounit he rouantelez, mes ar roue ne zelaoue ket anezhi. An duk a Vourgogn a gendalc’he da zeseo Charles ha he guzulerien dre he finesaou, he bromesaou ; hanvet e oue gant Bedfort kabiten oll zoudardet Bro-Zaoz, setu ma oue kalz a foug ennhan : n’en doa c’hoant ebet da drei gant ar roue Charles.

An duk a Alanson skuiz o redet an ebatou gant kuzulerien ar roue hag eun nebeut pennou skanv, a reaz he zonj da rei beac’h d’ar Zaozon en Normandi, rak douarou braz he zukach a ioa eno. Goulenn a reaz digant ar roue kaout Jeann evit he zikour, rak gouzout a rea ervad e teufe kalz marc’heien ha soudardet varlec’h guerc’hez Orleans. Ar roue en defe lavaret ia, mes he guzulerien a reaz d’ezhan lavaret nan. Sonjal a reant : « An duk a Alanson a zo dija gallouduz ha deut mad d’an dud ; ma teu a benn, gant sikour Jeann, da rei lamm d’ar Zaozon, he vrud a gresko c’hoaz ; arabad eo d’eomp rei dourn d’ezhan d’en em zevel. » Ar roue eta a zifennaz ouz Jeann mont gant an duk a Alanson.

Inouet maro var dro ar roue dibreder, ar verc’hez iaouank a ieaz da velet ar c’heariou e doa saveteat. Mont a reaz da Orleans, ha da c’houde da Vourj : er gearma e chomaz teir zizun. Setu an testeni douget varnhi gant he hostizez, eur gristenez vad : « Morse n’em euz bet an disterra drouk da lavaret euz Jeann. Ren a rea eur vuez kristen, kovez a rea aliez, selaou an oferen, ha mont zoken var ar pemdez d’an offisou all euz an iliz. Ober a rea d’in aliez mont ganthi. Me a lavaraz d’ezhi eun dro :