Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
jeann d’arc.

hag a gendalc’haz da enebi : ar gounit diveza oue d’ezho. Ma vefe bet ar roue Charles eun hanter-den, Paris a vefe bet d’ezhan en nozvez-se.

Antronoz vintin, guerc’hez Orleans, en despet d’ar boan a rea he gouli d’ezhi, a c’hourc’hemennaz d’an troumpillou seni adarre an emgann evit peur-ober al labour boulchet en derc’hent ; mes ar roue a drouc’haz var ger Jeann hag a reaz d’an arme choum e Sant-Denis. An duk a Vourgogn en doa nevez skrivet da Jarles, hag an emglo great en dro-ma a verke e vije laosket Paris e peoc’h. Var ali he guzulerien, ar roue a reaz d’he zoudardet mont divar dro Paris, evit kerzet varzu al Loire da ehana.

Jeann a guiteaz Sant-Denis en despet d’ezhi. He Moueziou o doa aliet anezhi da joum eno, setu ma lavare eun devez : « Ma ne vijen ket bet glazet, ne vijen ket eat euz a Zant-Denis. » O tec’het varzu al Loire, ar Fransizien hag ar roue a rea evel p’o defe bet aoun ; an dra-ze a roe kaloun d’an enebourien.

Evelato, araok mont kuit, Charles en doa lakeat kalz oferennou e Sant-Denis ; eno edo relegou he dud koz, rouaned Frans, eno edo ho beziou, setu ma reaz pedi evitho evel ma rea pep roue nevez kurunet.

Araok kuitât, guerc’hez Orleans a roaz e prof da Zant-Denis eur c’hleze saoz, eur c’hleze diframmet ganthi euz a dre daouarn eun enebour da zeiz an emgann dirak Paris. Torret e doa, nebeut amzer araok, var gein eur plac’h a skouer fall, ar c’hleze burzuduz a ioa bet kavet en iliz Fierbois, ha ne c’hellaz mui, da c’houde, dougen anezhan. Goude beza lavaret kenavezo da Zant-Denis, patron braz brezellerien ar Frans kristen en amzer-ze, Jeann a heuliaz an arme.