Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
paris ha sant-denis.

rumm douveziou a rea tro ar mogeriou euz an dianveaz, mes ar re dosta da gear a ioa karget a zour. Jeann ne c’houie ket kement-se. Var a leverer, lod euz ar c’habitened her gouie, mes ne leverjont ger dre voarizi oc’h guerc’hez Orleans, c’hoant o doa da ziskar anezhi.

Jeann hag ar zoudardet a dreuzaz eaz an douvez kenta, mes ne c’heljont ket treuzi an eil evit pignat var ar mogeriou hag ober eur c’hrogad gant ar Zaozon a zifenne kear. Hed an hanter-devez, Jeann a c’houlennaz keuneud ha koatach evit karga an douvez, a glaskaz treuzi an dour, a boaniaz hervez he galloud ; en despet d’he goulennou, daou pe dri euz a vistri braz an arme a joume a vel eb he sikour e nep doare. Ha dioc’h ar pardaez, agreiz ma poanie ar verc’hez iaouank da dostât ouz ar mogeriou, eb aon rak an enebourien, he morzed a oue treuzet gant eur bir. Ne fallgalounaz ket, kendelc’her a reaz da ren ar stourmad, lavaret a rea d’he zud : « Tostait oc’h ar mogeriou, ha kear a zo d’eoc’h. Ra vezo guelet ar roue, hag on devezo ar gounid. » Siouaz ! ar roue ne deuaz ket. Pa oue kuzet an heol, ar c’hapitened, skuiz oc’h en em ganna, kollet gantho pemzek kant soudard lazet pe c’houliet, a reaz da Jeann sevel var eur marc’h, ha tec’het gantho da Zant-Denis.

Jeann a ieaz kuit en despet d’ezhi ; kemeret Paris pe mervel eno, setu he mennoz ; ne ehane da lavaret : « Ma karfet, Paris a vefe bet kemeret. »

Evit guir, dioc’h ar pardaez, pa rene c’hoaz an emgann, e oue spountet ar Zaozon o klevet eur rummad guir Fransizien o redet dre gear en eur grial a bouez penn : « Kear kemeret ! kear kemeret ! » Mes o veza ma ne c’hellaz ket arme Jeann pignat var ar mogeriou, ar Zaozon, goude beza bet spountet eur pennad, a gemeraz kaloun