Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
jeann d’arc.

gear, da labourat gant va zud en ho zi, rak eno e vije kement a blijadur oc’h va guelet ! »

D’an 12 a viz eost 1429, Bedfort en doa digaset eul lizer da roue Frans. El lizer-ze e lavare bep seurt traou eneb Jeann d’Arc ; diskleria rea, ouspenn-ze, n’en doa aon ebet rak ar roue ; hag en doa mall d’ober eur c’hrogad ganthan.

E tro ar mareou-ze, Charles VII a gasaz kannaded da gear Beauvais, evit pedi tud ar gear-ze d’en em rei d’ezhan. Ar Zaozon a gasaz ive kannaded euz ho zu ; an eskop, Per Cauchon, a ioa a-unan gantho. Tud Beauvais, pa veljont ar c’hannaded digaset gant roue Frans, a griaz : « Bevet ar roue Charles VII ! » Ar re a ioa a du gant an eskop hag ar Zaozon a oue great d’ezho mont kuit ; evelato, laosket oue ho madou gantho.

Goulskoude, en eur dostât ouz Paris, arme Charles VII a gavaz arme ar Zaozon var he hent e kichen Senlis, ha kerkent ar vrezellerien en em renkaz dioc’h an daou du evit an emgann. Mes ar Zaozon kuzet ha difennet mad gant ar c’haeou o doa savet, gant ar c’hirri, an treustou braz o doa lakeat en dro d’ezho, a ioa diez braz mont varno ; chom a reant kuzet evel anevaled gouez en ho zoullou, ne reant nemet ober an neuz da zont er meaz. Kaer e doa Jeann kinnig d’ezho an emgann var ar plean, var an dachen zigor, ar Zaozon ne loc’hent ket. Choum a rejont evelse, epad an deiz, eb en em ganna da vad, hag antronoz vintin, de Bedfort a zistroaz da Baris ; arme ar Fransizien a ieaz betek Crespy. Kement-se a ziskouez en doa aon an duk a Vedfort, ha ma vefe bet roue Frans hardisoc’h, e vefe deut buan a benn euz he enebourien.

Mes Charles VII ne oa nemet eur c’hrener. « Savit var