Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
jeann o vont d’an emgann.




duk a Vourgogn, a rea an neuz da gaout c’hoant d’en em glevet gant roue Frans, hag ho daou o doa roet ho ger da joum pemzek dervez eb ober brezel an eil d’egile. Mes ar Zaozon ne ehanent ket : dont a rejont e kichen ar pount o doa ar Fransizien da dreuzi, ha miret a c’heljont outho da vont en tu all. Neuze Charles VII a lakeaz en he benn mont da Baris : kalz euz ar c’habitened a oue laouen o velet ne gendalc’he ket da dec’het, Jeann dreist oll a zantaz he c’halon o tridal. Dre ma’z ea ar roue ha Jeann dre an henchou, tud ar bobl a zirede evit ho guelet hag e iouc’hent : « Nedelek ! Nedelek ! » hag e kanent an Te Deum.

Jeann, eüruz o velet kement-se a lavare d’an arc’heskop a ioa en he c’hichen : « Setu aze tud vad ; n’em euz ket guelet c’hoaz tud o tiskouez kement a garantez evit ho roue. Pa vezin maro, me garfe e vije lakeat va bez er c’horn douar-ma. — Oh ! eme an arc’heskop, e pe leac’h oc’h euz fizianz da vervel ? — El leac’h ma plijo gant Doue, rak ne c’houzoun na peur na peleac’h ; mes breman e karfen e plijfe gant Doue e tistrofen d’ar