Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
jeann d’arc.

nebeut. En devez ma oue sakret Charles, e reaz pedi an duk a Vourgogn da ober ar peoc’h gant ar roue nevez. « Ankounac’hait, emezhi, an eil hag egile, ar pez a zo etrezoc’h ; na rit mui brezel da Charles, kredit mad, ar gounid ne vezo ket d’eoc’h ; ma rit brezel, e vezo eun druez guelet ar goad a vezo skuillet, ha dreist oll, goad ar re a glasko enebi ouzomp. »

Setu aze penaoz oa red ober. Kinnig ar peoc’h, ha ma ne felle ket d’an duk a Vourgogn plega, ober brezel d’ezhan. Komzou Jeann a ioa guir : « N’on devezo eur guir beoc’h gant an duk nemet p’on devezo he gounezet dre nerz an armou. » Mes kuzulerien ar roue ne velent ket ker sklear ha Jeann, ha setu perak hi ne c’helle ket en em glevet gantho. Jeann a lavare e tliet mont var eün da Baris evel m’oar deut da Reims. Guir eo : red oa kaout hardizegez evit an taol-ze, rak kemeret Paris dre nerz ne vije ket eaz. Ar roue evelato a joume nec’het : avechou e lavare e plije d’ezhan ali Jeann, avechou all en deveze aon. D’an 20 a viz gouere eo ec’h en em lakejont, Jeann hag hen, en hent varzu Paris. Kalz keariou, evel Soissons, Kastell-Thierry, Coulommiers, Provins, en em roaz d’ar roue gant levenez.

Evelato Bedfort a ioa deut d’ezhan c’houec’h mil soudard benag euz Bro-Zaoz. Dont a reaz gant he arme var hent roue Frans. O velet ar Zaozon, Charles VII a deuaz kalon d’ezhan : rei a reaz urz da zalc’her atao ar zoudardet e tro d’en em ganna. Pa velaz kement-se, Bedfort a oue ken nechet ha ken spountet, ma tistroaz raktal da Baris. Ar Fransizien n’o doa nemet kendelc’her gant ho hent, ha buana ma c’helfent, eb aon ebet.

Ne ket evelse e oue great evelato ; kuzulerien ar roue, en despet da Jeann, a lakeaz anezhan da drei var neat kein da Baris ha da vont betek Gien, abalamour Philipp,