Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
digas a reer d’ar roue alc’houeziou soissons




c’hellaz. Doue, en amzer-ze, a roe eur vertuz vraz d’an daouarn a veze nevez santeleat gant an Oleo sakr, hag hiniennou euz ar re glanv a veze guelleat d’ezho, ha zoken pareet.

Da c’houde, Jeann hag ar roue a reaz hent varzu Paris ; ar zoudardet, goude m’o doa guelet lidou Reims, a gerze leun a galon. An duk a Vedfort, goasa enebour ar Fransizien, an hini a ioa e penn ar Zaozon hag a rene en hano ho roue, a grogaz aoun ennhan o velet galloud burzuduz Jeann d’Arc. C’hoantât a reaz douara ar Fransizien en eun emgann vraz, rak lavaret a rea : « Brema, p’eo kurunet Charles VII, e vezo diesoc’h c’hoaz diskar anezhan. »

Poania reaz eta da gaout soudardet nevez euz a Vro-Zaoz, evit ober eur brezel kriz d’ar Fransizien ; poania reaz ive da lakât an duk a Vourgogn da zistrei a du ganthan. Evel m’eo bet diskleriet en unnekved kentel, eun tam kaoz a ioa bet savet etre an duk a Vourgogn ha Bedfort divar benn Orleans ; mes Bedfort, var bouez tremen dioc’h an duk, en devoue adarre soudardet diganthan.

Ma poanie Bedfort, Jeann ne joume ket da gouskat ken