Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
jeann d’arc.

Betek ma oue sakret ar roue e Reims, Moueziou Jeann a lavare freaz : « dont a ri a benn euz da daol, den ne c’hello enebi ouzit, kea ! merc’h Doue, kea ! » Hag, e guirionez, poan e devoue meur a vech, mes treac’h e oue.

Goude gouel braz Reims, ne oa mui ker freaz ar Moueziou. Doue en doa merket sklear en doa roet galloud da Jeann, rak treac’h e oa bet d’ar re o doa enebet outhi : meur a vech e oa bet anad ar zikour a roe an Oll-C’halloudek d’ezhi. Setu perak, breman, Doue a rai nebeutoc’h a viraklou evithi ; d’ar roue, d’he guzulerien eo sikour muioch Jeann, e pep tra. Goaz a ze evitho ma ne heuliont ket aliou ar verc’h iaouank, rak lavaret e doa d’ar roue : « ne badin nemeur en tu all da vloaz ; rak-se, greomp labour vad er pennad amzer-ze. »

Siouaz evithan ! ha siouaz ive evit hor bro ! Charles, dre he leziregez a boaniaz da viret ouz Jeann da ober he labour, hag he vignouned a boaniaz muioc’h c’hoaz egethan, rak diez e kavent guelet ar verc’h-se, anavezet ha karet muioc’h egetho gant an oll. Mar karjent, er bloavez-se, Jeann e defe kemeret Paris hag an Normandi a bez, mes miret a rejont outhi ; setu perak Jeann a oue trec’het ha guerzet, goude m’e devoue kemeret eun nebeut keariou bian.

An doktor braz Gerson en doa lavaret goulskoude, goude beza diskouezet sklear e teue Jeann a berz Doue : « Ar Fransizien, o deuz ar guir evitho, a dle diouall ne zeufent, dre ho nebeut a feiz, da goll sikour Doue a zo bet roet d’ezho en eun doare ker burzuduz. » Ar c’homzou fur-ze ne ouent ket selaouet.

Eur roue nevez sakret a iea atao demdost da Reims da douch, ar re a ioa klanv gant drouk-ar-Roue pe zrouk Sant-Kadou ; Charles a heuliaz al lidou koz kenta ma