Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
jeann o vont d’an emgann.

ho marc’h brezel, lakit ho kleze e vann, a lavare Jeann d’Arc d’ezhan, hag ar Frans a vezo d’eoc’h. — Diskuizit, roue, bevit dizoursi, a respounte de la Tremouill, ha ni a c’hounezo an duk a Vourgogn, hag o pezo ar Frans eb poan na goad. » Ar roue a zelaoue ar c’homt ; ha ne laboure ket.

Ha Jeann, ar verc’hez sklerijennet gant Doue, a ioa red mad d’ezhi choum dibreder ; mes pebez rann galoun evithi ! Ia, gouzout a rea e oa sikour Doue ganthi, gouzout a rea e c’helle, e berr amzer, savetei ar Frans a bez, ha siouaz ! ar roue he-unan, touellet gant he guzulerien, eo a vire outhi da gas he labour da benn.

D’an 28 a viz eost, ar roue a zinaz ar peoc’h, betek gouel Nedelek, gant an duk a Vourgogn hag ar Zaozon. Evelato, ne oa ger ebet, en emgleo-ze, divarbenn Paris, rak Jeann a lavare e oa red kemeret ar gear-ze. « Me fell d’in, emezhi d’an duk a Alanson, guelet Paris euz a dostoc’h eget n’em euz great betek hen. » D’ar 26 a viz eost ez eaz gant he arme betek kear Sant-Denis, en despet d’ar roue ha d’he guzulerien.

Euz Sant-Denis, Jeann hag an duk a Alanson a rea bemdez stourmajou bian en dro da Baris. Mes evit ober eur c’hrogad mad e kave d’ezho oa red kaout ar roue gantho ; ne vije ket bet re ziez kemeret kear, rak Bedfort n’edo mui eno ; eat oa d’an Normandi. Choumet ho-unan, he zoudardet, e Paris, n’o defe ket gellet enebi oc’h brezellerien Jeann hag ar roue nevez. An duk a Alanson a gase aliez kemennadurez d’ar roue evit lavaret d’ezhan dont varzu Paris, mes ne deue ket. Red e oue d’an duk mont he-unan betek Senlis el leac’h m’edo ar roue evit ober d’ezhan en em lakât en hent. Dont a reaz neuze hag an arme a oue laouen oc’h he velet.