Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
ar frans guechall.

tild. Houma a boanie var Clovis evit gounit anezhan d’ar relijion gristen, mes ar roue a rea skouarn vouzar. Hogen, epad ar brezel braz a reaz d’an Alamanted, en eur c’hrogad e kichen Tolbiac, soudardet Clovis a iea var ho c’hiz. Neuze hema, savet aon ganthan, a lavaraz : « Doue Clotild, ma roez d’in ar gounid, m’en em c’hraio kristen. » Kerkent ar Fransizien, evel kennerzet, a zaill gant kounnar var an enebourien, hag abenn eur pennad, an Alamanted a oue trec’het.

Clovis a zalc’haz d’he c’her, en em rei a reaz da zeski al lezen gristen ; an eskop Sant Remi her badezaz e kear Reims epad goueliou Nedelek (497). An iliz a ioa fichet kaer ; ar mogeriou a ioa goloet a ballennou pinvidik ; e pep leac’h ne velet nemet bleuniou, bokedou ; goulaou eleiz a lugerne, ha Clovis estlammet o velet kement-se a c’houlennaz digant Sant Remi : « Daoust hag er baradoz emaomp ama ? — Nan, eme Sant Remi ; hent an env, avad, eo a zo ama. »

P’en em gavaz e kichen ar mean-fount, an aotrou ’n eskop a lavaraz d’ezhan : « Pleg da benn, Sikambr kalonek, ador ar pez ac’h euz devet, ha dev kement ac’h euz adoret. » Tri mil euz a zoudardet Clovis a oue badezet er memez devez gantha. Gant an amzer, ar vrasa loden euz a Vro-C’hall a droaz gant Clovis, abalamour ma oa kristen. Ar pab Anastas a roaz d’ezhan an hano a vab hena an iliz, hag a ziskleriaz e vefe dalc’het an hano-ze var ar rouaned all var he lerc’h.

Bugale Clovis ne ouent ket ker krenv hag ho zad. Sevel a reaz etrezho brezeliou a reaz d’ezho mont var zemplât, ar vro a oue rivinet. Epad an amzer-ze, an iliz a rea vad d’an dud, a brezege lezen Doue, a boanie da lakât bleun ar vertuziou kristen da zigeri var douar Frans. An iliz eo