Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
jeann d’arc.

oa en he za eur rouantelez, braz ha gallouduz meurbed, rouantelez Roum ; ar pep brasa euz ar bed a ioa dindan he galloud. An ebestel a ieaz dre ar rouantelez-se, an henchou a gase he soudardet a gasaz ive kannadet Salver ar bed, ha kant vloaz goude maro Jesus-Christ, e kavet eleiz a gristenien e kement bro a ioa dindan galloud Roum.

Ar baianed, drouk ennho o velet ho zemplou hag ho zakrifisou dilezet, a c’houezaz tan ar gasouni e kalon an impalaered, hag a re-ma a gasaz ar gristenien d’ar maro. Mes, evel ma lavar Tertullien, divar goad ar verzerien e save kristenien nevez. An impalaered a zo maro, ar paleziou pinvidik savet gantho a zo kouezet pell zo en ho foull, n’int mui nemet eur bern atrejou ; an Iliz avad, harpet var Jesus-Christ, var ar mean diazez ha ne vezo biken loc’het, a joum atao en he zav.

Rouantelez Roum, evithi da veza bet ker braz, ker gallouduz, a zo bet dismantret, rannet e meur a loden. Ar Frans a zo unan euz al lodennou-ze, rak epad pevar pe bemp kant vloaz, azalek ar bloaz 81 araok Jesus-Christ betek ar bloaz 450 pe var dro, ar Frans, hanvet neuze Bro-C’hall, a oue gouarnet gant Roum ; Roum eo a lakeaz an urz vad da ren er beg douar-ma.

Ar relijion gristen a oue ive skignet abred er Frans, ha pa deuaz ar Fransizien euz ar Germanie, euz an tu all da ster ar Rhin, hor bro a bez a ioa gounezet d’ar feiz kristen, an eskibien o doa c’houezet e peb leac’h tan karantez Jesus-Christ.

Ar Fransizien a ioa tud gouez ; mes krenv, kalonek oant, ha prestik e teujont da veza mistri er vro. Ar Roumened a oue trec’het gantho hag a oue red d’ezho mont var ho c’hiz. Clovis, unan euz rouaned kenta ar Fransizien, a ioa dimezet d’eur brinsez kristen, santel kenan, he hano Clo-