Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
jeann d’arc.

a skolie ar vugale ; ken aliez a iliz, ken aliez a skol. D’ar mare-ze eo e oue savet ive kenta tiez ar venac’h en hor bro, ennho e tirede ar re a glaske ar sklerijen hag ar peoc’h evit an ene.

E tiez ar venac’h e kavet ive deskadurez, rak diskouez a reant d’an dud labourat an douar, an houarn, ar c’hoatach hag an traou all. E pep manac’hti e kavet ive skoliou, evit ar vugale koulz hag evit an dud iaouank desket ; eno eo e kavet an dud gouiziek, ha paneved ar skoliou-ze, an traou kaer skrivet guechall gant ar brasa sperejou a vije eat da goll.

Epad ma teue ar vuez kristen da grenvât a nebeudou en hor bro, e tigoraz ar bloaz 732. Er bloaveziou araok, an Arabed, diskibien Mahomet ar fals prophet, a deuaz er Spagn goude beza lakeat ar spount, ar brezel, ar gernez hag ar maro da ren er broiou huela euz an Afrik. Eur vech mistri er Spagn, an Arabed a bignaz dreist meneziou Pyrenee, hag er bloaz 732 e oant var douar Frans. Mar gellont rei lam d’ar Fransizien, e ma diskaret ar relijion gatholik, rak ne vezo ket diez d’ezho da c’houde beza treac’h d’an Itali ha d’ar broiou all a zo kristenien ennho.

An Iliz ne c’hell ket mervel.

Charles Martel, ministr kenta roue Frans, a ia d’an Arabed gant eun arme vraz, hag a ra varnho eur gounit euz ar re gaera ; ar Mahometaned a oue pladet ganthan, evel ma vez pladet an houarn ruz dindan ar morzol ; ar re ne ouent ket lazet a zistroaz d’ar Spagn buanna ma c’heljont. Ar gounit a ioa d’ar religion gristen, religion Mahomet ne c’hello ket grizienna en hor bro.

Mab Charles Martel, Pepin ar Berr (Pépin le Bref) a deuaz da veza roue Frans hag a ieaz da Roum da zifenn ar Pab oc’h he enebourien, o doa c’hoant lamet diganthan he