Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
jeann d’arc.

roue iaouank, varc’hoaz kear a vezo d’eoc’h. » Var ar c’homzou-ze, ar guzulerien a asantaz choum c’hoaz, mes en despet d’ezho.

Kerkent ha ma oue er meaz euz ar gampr, Jeann a bign var varc’h, eur vaz en he dourn ; rei a ra urziou en tu-ma, urziou en tu-hont : an oll a grog prim el labour. Ar zoudardet hag an dud a galon a zo var dro kear a zigas koadennou, taoliou, keuneut, treustou, kement a gaver ; adrenv an traou-ze Jeann a ra renka ar c’hanoliou, diskouez a ra d’an oll petra o deuz d’ober, henvel eo ouz eur c’habiten koz ha n’en deffe desket nemet eun dra hed he vuez : renka tud ha traou evit ar brezel.

Epad an noz ne oue ehan ebet, kendalc’her a rejot da labourat ; pa c’houlaouaz an deiz, Jeann a grogaz en he banniel, edo o vont da rei urz da denna var ar mogeriou, pa zigoraz doriou kear. Tud Troyes o doa guelet divar ho zouriou labour ar zoudardet, savet e oa aon gantho dirak ar c’hanoliou-ze troet ken eün varzu ennho, hag en despet d’ar zoudardet Saoz a zioualle kear, ar vourc’hizien en em roaz d’ar guir roue.

Charles, laouen braz o velet peger buan oa eat an traou en dro, a oue madelezuz e kenver ar zoudardet hag ar vourc’hizien : ar zoudardet a c’helle mont kuit gant ho c’hezek, ho armou, ho madou. Ar vourc’hizien a dridaz ive ho c’halon gant al levenez pa lavaraz ar roue d’ezho : « Ankounac’heat eo an amzer dremenet, ankounac’heat eo ganen oc’h bet a du gant va enebourien. » Soudardet ha kabitened ar roue a oue eta digemeret mad gant keariz.

Epad an amzer-ze, Jeann, e leac’h choum da reseo meuleudiou evit ar gounid kaer-ze dleet dezhi, a ieaz gant eun nebeut soudardet var hent ar Zaozon. Eb mar ebet,