Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
tud troyes a zigas d’ar roue iaouank alc’houeziou dorojou kear.




sklerijennet oa gant he Moueziou, rak ar Zaozon a gase gantho ar Fransizien o doa prizouniet e kear, pe var dro kear. Jeann a rebechaz ar brizounerien d’ar Zaozon, mes ar re-ma a respountaz : « Guir on euz da vont kuit gant hor madou, hogen, ar brizounerien-ma a zo hor brasa madou, rak ho zud a baeo ker evit ho c’haout en dro. — Ne ket leal, emezhi, e kasfac’h ganeoc’h Fransizien, en han’ Doue ! birviken n’her greoc’h. » Hag e reaz d’ar Zaozon choum krenn a za.

Kaset e oue ar gaoz dirak ar roue, hag hen a goumpezaz pep tra, o rei d’ar Zaozon an arc’hant a c’houlennent evit ho frizounerien. Neuze ebken Jeann a ieaz e kear, e kichen ar roue, ha da dosta d’ezhan.

E Chalons kalon ar verc’hez iaouank a dridaz gant al levenez pa c’hellaz komz ouz pevar euz he c’henvroiz diredet eno d’he guelet. Guisket oant dister evel tud groz divar ar meaz, n’euz fors ! laouennoc’h oa oc’h ho guelet eget o sellet ouz ar pinvidika dijentiled. Unan anezho a c’houlennaz diganthi : « Jeann, daoust ha n’oc’h euz ket