Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
varzu reims.

d’an daoulin dirazhi. Hi a zaoulinaz ive kerkent evit miret oc’h ar manac’h d’hé henori evelse ; izel oa a galon, ha ne felle ket d’ezhi beza kemeret evit eur zantez. Da c’houde ma ouent savet ho daou, Jeann a gaozeaz eur pennadik gant an Tad, hag hema a zistroaz e kear, leun a respet evit Jeann, leun a zoujans evit ar guir roue.

En despet d’an Tad Richard ha d’he lavarou, doriou Troyes a joume klozet mad. Arme roue Frans, pemp pe chouec’h mil den ennhi, a ioa berr ar bevans ganthi ; ar zoudardet evit en em vaga, a zibenne an ed hag ar fa a gavent var ho gar, tro var dro da gear ; kuzulerien ar roue ne baouezent da c’hrosmol eneb Jeann. Lavaret a reant e vijent kollet ganthi, ne c’helfent ket dont a benn euz eur gear difennet ker mad : guella tra ioa d’ober, emezho, oa mont kuit.

P’edont oc’h en em glevet etrezho, eb beza pedet ar verc’hez iaouank da zont en ho zouez da lavaret he ger, setu ma skoaz Jeann var dor ar gampr, m’edont ennhi gant ar roue. Goude beza deut er gampr, saludet ar roue hag he guzulerien, ar verc’hez a choulennaz digantho euz a betra e komzent. « Nec’het oump, emezho, lod a lavar choum ama c’hoaz, lod all a lavar e tleomp mont kuit. C’houi emezho, petra zonjit ? — Ha va c’hredi a reoc’h ? emezhi. — Ia, eme Charles, dioc’h ar pez a leveroc’h. — Ma ! selaouit, ar gear-ma zo d’eoc’h mar kirit choum ama daou pe dri devez c’hoaz. — Jeann, a lavaraz neuze unan euz ar guzulerien, ma c’houfemp ervad e vefe d’eomp a benn chouec’h devez, e choumfemp, mes n’ouzon dare ha guir eo ar pez a livirit. » Ha Jeann, rannet he c’halon gant an difizianz-se, sklerijennet evel atao gant he Sentezed, Jeann a respountaz : « Bezit dinec’h,