Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAONTEKVED KENTEL


Lizer divarbenn Jeann. Charles dieguz da ziblas evit mont da Reims. Kear Troyes e deuz c’hoant d’en em zifenn. Ar vourc’hizien a zigor an dorojou d’ar roue. Jeann a vir ouz ar Zaozon da gas ho frizounerien gantho.


Setu ama e berr gomzou al lizer a skrivaz en derveziou-ze divar benn Jeann, eun dijentil brudet da c’houarner Milan en Itali : « Anaout a reomp sklear eo burzuduz an traou a c’hoarvez breman en hor bro. Doue a fell d’ezhan hor zavetei dre zorn eur verc’h, dre zorn Jeann d’Arc. Ar verc’h iaouank-se a zo kaer evel ar merc’hed euz an noblans huela, krenv eo evelato. Ne gomz nemeur ; he lavarou hag he aliou a ro sklerijenn ar furnez. He mouez a zo flour evel hini eun eal ; dibri a ra nebeut, eva ra nebeutoc’h c’hoaz : eur veskennad guin en eur verennad zour. Choum var varc’h, dindan an armou, a zo eun dudi evithi. Laouen eo peurliessa, evelato he c’halon a zo tener, rak gouela ra buan ; ne gar an trouz nemet var dachen an emgann. Kalet eo oc’h ar boan, ha ker krenv eo, m’eo choumet noz deiz epad c’houec’h devez eb diviska he dillad houarn. »

Al lizer-ze a verk d’eomp kreden guir Fransizien an amzer-ze ; fizianz o doa e Jeann, guelet a reant edo Doue ganthi. Mes kuzulerien ar roue ne zigorent ket ho daoulagad : Orleaniz o doa pedet ar roue da vont d’ho guelet evit trugarekât Doue gantho, great o doa mizou braz evit he zigemeret evel m’oa dleet ; Charles ne ieaz ket betek ennho.