Pa’z eo guir Jeann hag he soudarded o doa trec’het ar Zaozon, ar roue a grede e oa dleet d’ezho diskuiza : hen a joume disoursi-meur en e vaneriou. Mes guerc’hez Orleans ne joume dibreder nemet nebeuta ma c’helle, ne lavaraz morse : breman on euz great aoualc’h. Eun dra a zo en he fenn : kas ar roue betek Reims. Mont a reaz d’he gaout da gear Sully ; an Aotrou de la Tremouill a ioa eno ganthan, hen eo a guzulie ar roue, hag a droe anezhan evel ma kare. Pa gomzaz euz ar c’homt de Richemont, ar roue ne c’hellaz ket miret da lavaret d’ezhi e doa great eun taol fall ; ne felle ket d’ezhan, a lavaraz, guelet Richemont, ha rei a reaz urz d’ezhan da zistrei da Vreiz Izel. Richemont gant he Vreiziz ne deuaz ket eta da gaout ar roue, mes e leac’h distrei d’ar gear, ez eaz da ober brezel d’ar Zaozon en Normandi ha tro var dro ; hen eo a beurachuaz labour Jeann, hag a daolaz ar Zaozon er meaz euz ar Frans, dre hir amzer.
Ar pez a rea ar muia poan da Jeann, oa guelet pegen lezirek oa ar roue, pegen diez oa he zihuna, he lakât da gaout fizianz, ha da ober eun dra benag. Eur vech e lavaraz da Jeann e kemere re a boan ganthan, hag ec’h aliaz anezhi da ehana eur pennad. Jeann a zirollaz da lenva : « Perak oc’h euz difizianz ? emezhi ; ho rouazntelez a vezo roet d’eoc’h, ha dizale e vezoc’h kurunet. »
Kuzulerien ar roue a zizalie anezhan grons da vont da Reims : « An dra-ze, emezho, a ioa mont e kreiz eur vro a ioa etre daouarn an enebourien, e kreiz ar c’hestell a vrezel, eleiz a Zaozon ennho. »
Guelloc’h oa choum vardro ster al Loire, ha kas kuit ac’hano ar Zaozon a nebeudou. Ar roue n’en doa ket a arc’hant da baea armeou, hag eb arc’hant eo diez braz kaout soudarded. Jeann a leze ar roue da gomz, mes