Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
jeann a c’houlen kuzul, digant he moueziou.

Goude an emgann Jeann, e leac’h diskuiza, a ieaz dre an dachen vrezel evit rei sikour d’ar zoudardet gouliet ha mac’haniet. O veza kavet eur zoudard Saoz hag en doa bet eur mestaol var he benn, e tiskennaz divar he marc’h, hag e savaz penn ar paour keaz evit he gennerza. O velet e oa toc’hor, Jeann a lavaraz d’ezhan an tenerra komzou evit lakât kontrision en he galon, hag e kemennaz d’eur beleg dont da rei d’ezhan an absolven ziveza. Ar merkou a garantez-se, roet d’eun enebour, a zo kaeroc’h eget ar viktoriou brudetta.

Deiz emgann Patay a oue eun taol pounner evit galloud ar Zaozon. Ar Fransizien pell a ioa, a veze atao trec’het gantho ; ha breman, setu ar Zaozon trec’het d’ho zro. E meur a gear vian, demdost da Batay, e oa soudardet Saoz, tec’het a rejont buan evit en em denna e Paris a ioa d’ezho en amzer-ze. Ha pa zistroaz Jeann da Orleans gant armeou Patay, Orleaniz a dridaz ho c’halonou gant al levenez, Orleaniz a rentaz d’ezhi henor evel ma c’houient hen ober. Ar Zaozon flastret gant Jeann d’Arc tro var dro d’Orleans, ne dlient muit guelet mogeriou ar gear-ze ; nag a dost nag a bell.