Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
jeann d’arc.

leo araok paka ar Zaozon. Goude kreisdeiz evelkent a re genta euz ar Fransizien a velaz ar Zaozon a ioa da ziveza. Pa velaz Talbot ha Falstoff oa tost ar Fransizien ec’h en em glevjont : Talbot a dlie choum en eun draonien, etre diou harz, gant pemp kant euz ar guella goaregerien Saoz ; ho birou a dlie ober d’ar Fransizien choum a za, hag herzel a dlient pell aoualc’h evit rei amzer d’an oll zoudardet d’en em renka mad evit an emgann.

Epad an amzer-ze, Jeann a c’houlenne digant he c’habitened : « Kentrou mad oc’h euz ? — Kentrou mad ? emezho souezet, mes tec’het a raimp’ta ? — Nan, emezhi, mes ar Zaozon a dec’ho, hag e vezo red kaout kentrou mad ha kezek skanv evit ho faka. » Neuze e lavaraz da Lahir : « It d’ezho, c’houi, gant ho pemzek kant den, mes it var ho pouezik, ha goude, pa zouno an emgann diroll, ni ho c’harpo hag ho sikouro d’ho feurgas. » Sounn var he varc’h brezel, Lahir a lavaraz d’he zoudardet : « Beac’h d’ezho ? paotred ! » ha kerkent e saillaz a benn err gant he dud var an enebourien.

Ar pemp kant Saoz ne c’heljont ket herzel, a benn eur pennad e ouent oll lazet pe brizouniet ; Talbot he-unan a gouezaz etre daouarn Xaintraill. Ar varc’heien Saoz, choumet divarlerc’h, a redaz buan evit mont d’en em renka e kichen ar zoudardet var droad, mes ar re-ma, pa veljont ar varc’heien o redet, a gredaz e oant kollet neat hag a dec’haz ho-unan buana ma c’heljont. Hiniennou ebken a stourmaz, setu ma c’hounezaz en dervez-ze ar Fransizien eur viktor euz ar re gaera var enebourien ar vro : lod a lavar e oue lazet daou vil Saoz, lod all a lavar e oue lazet pevar mil den ; mes euz a du ar Fransizien ne gouezaz nemet eun nebeudik bian a zoudardet var an dachen.