Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
jeann valerc’h an enebourien, e patay.




bourat c’hoaz ? Mont ouz ar Zaozon, pe ho laoskel da dec’het, pa ’z eo guir ez eant kuit anezho ho-unan. » Hag eur c’halz euz ar vistri a zonje e oa guelloc’h choum eb mont varlerc’h an enebourien, rak krenv ha niveruz oant.

Mes Jeann ne zonje ket evelse. Var urz he sentezed, e komzaz evelhen : « Red eo diskar ar Zaozon hirio, koll a raint. Ia, en han’ Doue, red eo stourm outho. Tec’het a reont, eme c’houi, mes ha pa vefent a istribil oc’h bolz an nenv, ni ho fako, rak kaset omp gant Doue. N’o pezet aon ebet, roue Frans a c’hounezo hirio kaera viktor en deuz bet betekhen. Va Moueziou a lavar d’in ema ar Zaozon d’eomp. » Ha Jeann a gomze gant kement a c’halloud, he zal a ioa ker sklerijennet, ma sentaz an oll dioc’htu.

Ar re a ioa pignet var ar guella kezek a redaz d’an daou lam evit klask an enebourien, ar vistri a renkaz ar zoudardet, hag an arme a ieaz en hent, en eur zispenn roudou ar varc’heien. Ar zoudardet a oue red d’ezho ober meur a