Pajenn:M. Abgrall - Va zintin goz, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 348 —

ha morse paour ebet ne rea tro c’houllo e ti Anna Villou. Pa zerre he dor evit mont dar park pe e leac’h all e lavare :

Me ro da zioual va dor
Da Zoue ha d’an daouzek abostol ;
Me ro da zioual va zi
Da Zoue ha d’ar Werc’hez Vari.

Er park, dreist holl pa vezet o c’hoennat, deus ar mintin kerkent ha ma vije puchet var an ero e lavare dar re a veze o labourat ganti. « Holla diamouez, holla diamouez, brema eo kouls deomp lavaret ar bater dious ar mintin », hag e vezent kanet evel ma oant merket el levriou koz ; goudeze e veze lavaret pedennou an oferen evel ma oant en heuriou Bris, ha tintin-goz ne vanke ket da lavaret : « brema va zud keiz e vô oferennou o ren doug an deiz, en tu pe du deus ar bed, en em unanomp gand ar beleg hag hon devezo pers en holl oferennou-ze » ; pa veze amzer e lavaret eur chapelet.

Da c’houde lein e veze lavaret ar rosera penn da benn ; kanet ar gousperou, an De Profundis, ar seis salm a binijen, an Ave Maris Stella, himnou ar Zacramant, meulet ra vezo, an dra-ze tout e brezoneg e c’hellit kredi eno ne veze ket a amzer da ober dillad neves d’an dud, na da lavaret kaochou divalo, mes pa deue ao ros e veze trankil ar spered. ha dizam ar goustians. N’eo ket tintin Anna hebken eo a ouie. pedennou kaër dindan envor ; d’ar mare ze kals merc’het ha goazed zoken a ioa desketoc’h var an traou-ze eget n’eo brema hor yaouankizou goude m’o deus tapet o certificat.

Da zul ha da c’houel, tintin Anna en he c’hozni zoken, neus fors peseurt amser a rea ne vanke morse d’an oferen ; pell oa diouz ar bourg mes abred kaer en en gave atao, alies er goan dre ar glao hag an erc’h : pa veze yen, pe glep, va mam avechou a gleme; pa zigouezent er vered va zintin a ziskouze dezi eur verc’hez hag a zo brema c’hoas er garidou izela euz an tour : « Sell Mari ! diamouez ! ouz ar verc’hez zo aze e doug ar bloas dindan ar goal amzer, lavaromp eur bater evit ma vezo goarantet hi hag he mabig » ; goude beza tôlet dour benniget var beziou he zud, e veze mall ganti mont d’an ilis ; ne skuize morse o pedi. Pa veze echu an oferen ez eat da zibri lein, n’eo ket d’an hostaleri eo avat ; diou grampoezen a veze lakeat er godel, hag en eur c’hranch bennak er goanv, en eur c’hoat bihan e traon ar bourg, en hanv, e veze debret eur grampoezen ; eben a veze roet d’ar paour, alies d’eur fillorezig paour he devoa.

Gwelet am beuz pa oan yaouankik, ar fillorez-ze d’am zintin, hi kos dija o clask he bara e toul dor va mam, ha pa gomze deomp deus: he maerounes e teue an dour en he daoulagad.

Tintin Anna daoust dezi da veza devot, n’oa ket eur vaouez trist, pell dious eno ; atao prest da gozeal, da farsal zoken ha da rei aliou mad d’an holl, ha morse n’en em jale pa zigoueze eun dra bennak a dreus : « Diamouez, bolontès Doue eo, hag evelse e rankomp beza kountant. »