Ar bras deus an dud a c’hell lavaret o deus, pe o deus bet eun dintin goz, an dra-ze avad n’eo ket eun dra ral, mes an holl ne c’hellont ket lavaret o deus bet eun dintin hag he deus bevet evel eur zantes. Mad ! va zintin goz me, he deus tremenet he buez o pidi, o labourat, hag oc’h ober vad, hag an dra-ze a gav din a zo beva evel ma rea ar zent : c’hoant am beus da verka ama ar pes am eus klevet va mam Doue he fardono o konta divar he fenn, he fezon da veva, lod deus ar pedennou a rea bemdez, he spered ato en peoc’h ha soublet da volontez Doue.
N’oa ket desket evel ar merc’hed a zo brema ; n’he doa marteze klevet morse ger galleg ebet ; mes gouzout a rea dindan en vor e brezoneg pedennou an oferen, ar gousperou, hag ar pedennou all a vez kanet en Ilis. En he bugaleach hag en he yaouankiz he devoa gwelet ar revolusion vras, chomet oa atao start en he deveriou a relijion evel an darn vrasa deus an dud divar ar mêz ; dimezet oa bet ; abret avad oa chomet intanvez ; n’he devoa bugel ebet, derc’hel a reas evelato he zamik tiegez, ha kas a rea brao bras anezan endro.
Tintin Anna a varvas d’he daou pe dri bloas ha pevar ugent koz oa dija pa c’hanas va breur kosa, ha neuze evit ar wech kenta e tanveas ar c’hafe.
Va mam a gomze deomp dalc’h mad eus he zintin ha setu ama penaos e konte-deomp e tremene he amzer. Mintin mad e save, hac e lavare he fedennou pell hag hir var he daoulin ; pa rea he labour e pede ato ; eur beden he devoa evit pep ober, pa en em viske e lavare :
Va gwiskit, va Doue, evel eun den nevez, |
Pa c’houeze an tan : « Tan a garantez Jezuz, c’houi zo meurbet ardant, va devit, va entanit, ’vit ma vezin evidoc’h eun tan. leun a garantez abalamour deoc’h. » Pa veze o ribotat :
Sant Euzen, sant Yan, |
Pa veze oc’h ober an toaz : « Sant Eozen, sant Miliau lakit an toaz-ma da griski evit m’am bezo bara da rei d’ar paour ».