Pajenn:M. Abgrall - Va zintin goz, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 349 —


Va mam a gonte deomp awechou dious an noz pa vezemp o veilla, eun dro farsus en em gavet gant he zintin en eur zont dious foar Landi ; edo achu ganti he marc’had hag arru d’ar glar, o tremen ar blasen foar, e plas ar moc’h bihan e wel eur vaouez azezet var morzolerou he c’har, he fenn trist, doare da veza glac’haret, ha tintin d’he c’haout : « Chekon, maouez kês, petra zo ouz he chagrina pa ’z oc’h ken trist ze. eun dra bennak zo en em gavet ganeoc’h ? » — « Netra ebed avad a lavaras ar vaouez, nemet va moc’h bihan, respet deoc’h am beus gwerzet tout nemet ar bidoroc’h ; ne bren den anezan ha n’am eus ket a arc’hant awalc’h da baea va Gouel-Mikeal. » — « Diamouez evit pegement e root anezan din-me ? » Tintin Anna n’he devoa sonj ebet pa oa deut deus ar gear da brena eur pennoc’h na bras na bihan, mes ne c’helle gwelet den er boan heb klask her sikour. Ar pennoc’hig a oue tennet deus ar c’har var boues e droad ; ar vaouez a c’houlenne eur pez ugent real.

Gant va zintin e oa just unan en he godel hag ar marc’had a oa grêt. Ar pennoc’hig n’oa ket bras an tam anezan ; tintin Anna hen lakeas en he zavancher, eun tavancher pilpous teo evel a veze neuze gand ar merc’hed er marc’hagou. Klevit ’ta, ma vije lakeat avat eur pennoc’h bihan en tavancherou sklear a ves gand ar merc’hedigou faro breman o vont da varc’had Landi, ne daje ket an doc’hig a bell arok ober eun toul bras ebars; mad, e tavancher va zintin gos e oa eat ar pennoc’h bihan beteg goaremou Bresaal a zo etre bourg Lambaol ha Keniliner, ha var dro eul leo dious Landi ; erruet eno e lavaras d’eun amezegez a ioa asambles ganti : « Diamouez Jeanton, greomp eun ehanig ama e bord ar wenojen » ; ema al loenig-ma, pario, a zo morzet e ziveskerigou, hag e lakeas ar pennoc’hig da vale er wenojen, mes o terchel krog en e c’har. Trankil awalc’h e chome; ne rea nemet turiat ; setu ma tiskrogas tintin Anna dious e c’har : « Heb ma diamouez ne dei ket a bell, loskomp anezan da gemeret eun tammik ebad. » Ar pennoc’hig n’oa ket nec’het pa oa lôsket kabest gantan, en eur fringaden ez eaz etouez ar brug hag al lann a ioa stank stank eno, eur pennad mad e klaskchont anezan dre ar goaremou, en aner avat oa : tintin Anna Willou n’en em jalas ket evit koll talvoudegez ugent real, daoust ma n’oa ket pinvidik ; vad he devoa grêt d’he nesa, he c’halon a ioa e peoc’h, ha disoursi bras e lavaras d’he amezegez a ziskoueze muioc’h a boan egethi : « Diamouez, d’eomp d’ar gêr ; al loenig-ze a zo eat en eun toul goz bennak, hag a vo kavet e rad Brest en derveziou all-ma. »


Marianna ABGRALL.


————