Mont d’an endalc’had

Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —


— Ma ne drempit ket va boued da genta, me yelo kuit, ne jomin ket da loja aman, eme egile.

Anna a gleve deus he gwele hag a lavaras d’he mab :

— Sent outan, va mab, eur wech n’eo ket atao !

Oremus ne lavaras gir ; boued e vamm en devoa lakêt war an oaled. Kemer a ra ar skudel a ginnige d’ezan an divroad hardis ze hag, o trei e gein d’an daol, e tremp sioul boued e vamm, e lez anezan en kornig an oaled ha, goude beza trempet boued an divroad otus, hen ro d’ezan en eul lavaret :

— Breman e kav d’eoc’h e vezo gwelloc’h ?

Heman ne lavaras gir ; e zaoulagad a bare, leun a garantez, war Oremus a drempe ar bouejou-all. Pa oe echu gantan, e kasas he boued d’e vamm.

Ian hag ar mevel bihan a deue en ti, hag a yeas ouz an daol da zebri o c’hoan. An hini en devoa goulennet trempa e voued da genta a lakeas neuze e loa goat en e skudel hag a lavaras kerkent :

— Ar boued-man n’eo ket bet trempet da genta.

Oremus a jom mantret ; sur oa n’en devoa ket e welet o trempa boued e vamm. Evel n’en devoa ket a c’hoant da ober eur gaou, ec’h anzavas dioustu ar wirionez :

— Nan, avat, Aotrou, boued va mamm am eus lavaret trempa atao da genta, hag hen ober a rin, ha ma deufe ar Roue da c’houlen trempa e hini araok.

— Ha ma deufe an Aotrou Doue ? eme an divroad.

En eur lavaret an dra-ze, e oa savet en e zav ; hag Oremus a welas endro d’e benn eur c’helc’h skedusoc’h eget an heol… Kerkent ec’h anavezas an Hini a oa dirazan. Koueza a reas d’an daoulin en eur lavaret :

— Va Doue va Doue !…

Hor Zalver (rag hen oa), a lavaras gant madelez :

— Ya, me eo, va mab ; deut on d’ho kwelet gant sant Ian, va mignon, evit diskouez d’eoc’h pegement e plij d’am c’halon ar re a vir ar gourc’hemen-man : « Da dad, da vamm a enori ». Oremus eo hoc’h hano ; mat, an hano-ze ne vezo morse ankounac’heat, rag, hiviziken, e vezo lavaret araok kement peden a vezo grêt en oferen hag el lidou all eus an Iliz. Ho mamm a bareo evit ma c’hello luskellat ho pugale hag ho pugale-vihan.