Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —


Oremus, ha ne rê netra hep kuzul e vamm, a yeas da gichen he gwele da lavaret d’ezi e oa eno tud o c’houlen oja.

— Ya, ya, va mab, eme Anna, lojit anezo mar deo goullo ar gwele.

Er Roz, hed ar wech, e veze er c’hraou eur gwele raktal grêt gant tammou koat ha gwial, evit loja ar beorien hag an dremenidi. Eur guchen kolo, eur c’holc’hed koz hag al linser vras a veze wardro an eost a veze atao er gwele.

Oremus a lavaras d’an daou veachour :

— Lojet e viot ; ar gwele, avat, n’eo ket fichet. Kit, unan ac’hanoc’h, d’her c’hempen ; va mevel bihan, a zo aze, hen diskouezo d’eoc’h.

— Kea ’ta, Ian, a lavaras ar mestr d’egile.

Hema a zentas raktal.

Oremus a gave drol kenan klevet an daou zen-man, o devoa doare da veza eus a-bell bro, o kôzeal ar brezoneg kouls hag hen ; ne lavaras netra koulskoude. Kemeret a reas diou skudel goat deus ar veseilher, a oa a-zioc’h skaon an dol, hag o kinnig an dorz bara heiz a oa gantan d’an den a oa chomet en ti :

— Troc’hit bara d’ober ho pouejou.

Heman, neuze, a lemmas eus e vanch, a oa frank, eun tamm bara gwiniz, henvel ouz ar bara a deu gant ar mammou deus a Landi, hag a vez grêt bara Penzes anezan :

— Ho mamm, emezan, a zo klanv, evit doare ; grit boued d’ezi gant ar bara-man, ha me a gemero deus ho para-c’houi.

— Ya, avat, eme Oremus ; va mamm a gav mat-kenan boued leaz ha bara gwiniz.

Ober a reas boued d’e vamm gant ar bara Penzes ; troc’ha a reas bara du d’ezan ha da Saïk. An divroad a reas boued ive d’ezan ha da Ian. Edo erru al leaz en tan. Hag Oremus a dap al loa-bod da da drempa da genta boued e vamm evel ma rê atô.

— Holla ! a lavaras neuze ar beachour gant eur vouez dichek, va boued-me a vez trempet da genta atao, n’eus fors e pelec’h e vezan ; aman e vezo grêt ive, emichans ?

— Ne vezo ket, avat, eme Oremus ; boued va mamm a drempan atao da genta.