Oremus, leun a zoujanz hag a anaoudegez vat, a zavas e benn evit sellet ouz an Hini a gomze outan : ne welas mui anezan dizroet oa d’ar Baradoz, ha sant Ian d’e heul.
Ti bihan ar Roz avat, a oa karget a sklerijen, evel pa vije an heol o þara ebarz ; ha koulskoude ne oa nemet eur c’houlaouen rousin war elum. A nebeudou, ar sklerijen gaer-ze a yeas kwit ive.
Neuze Oremus a, lavaras ar pedennou diouz an noz, a ieas da gousket hep tamm ; n’en devoa mui a naon, ken karget ga e galon a joa.
Antronoz vintin, Anna a oa pare.
Araok bloaz goude, Oremus, a oa, dimezet da fura plac’h yaouank a oa en Lambôl, he hano Anastazi Jaffrez. Kalz bugale o devoe.
Anna a luskellas he bugale vihan ha bugale he bugale-vihan. Beva a reas koz koz, ha mervel a eure er Roz, en-dro d’ezi he holl bugale, bihan ha bras.
Ar ouenn eus Oremus Abgrall, deus ar Roz, n’eo ket kollet c’hoaz ! E kement kêr zo e Lambôl, koulz lavaret, ez eus c’hoaz breman eul tiad tud pe zaou hag a zoug an hano-ze.
Mariana ABGRALL