Mont d’an endalc’had

Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

mont ; kalz plijadur em befe ma ’z afec’h ; me a lavaro va fater ama epad ma viot oc’h ober ho tro.

— Me, mamm, eme Oremus, ne ’z in ket d’ar pardon nemet dont a rafec’h ive ; me lakeio ac’hanoc’h war ar gazeg, hag ho kaso da di va zintin, Barba ar Pontou, keit ma vezin er pardon.

— Va Doue, va mabig paour, me ve kontant, sur avat, da vont da welet va c’hiniterv Barba.

D’ar zul vintin, Oremus, goude beza grêt e labour, a lakeas d’e vamm he dilhad da zul, ne oant ket bet gwisket pell a oa eul losten blinset bihan, eun tavancher pilpous ; fresk plinset brao ive, lasou hirr outan a goueze evel rubanou hed he c’hostez, eun tantaman lian Kintin, eur zivisen war gorre brodet ha bordet gwer, eur c’holier bras ampezet hag eur boutou lêr war bouklou. Setu Anna gwisket…

Neuze Oremus a ya da gerc’hat ar gazeg, a laka warni eun dorchen stardet gant eur zinklen ; dougen a ra e vamm, hag he laka da azeza war an dorchen. Anna a oa bet gwechall o kerc’het kouez ; gout a ouie manifik chom war eur marc’h, ha brema, daoust ma n’oa ket gwall soubl he izili, e kave d’ezi oa iaouankeat oll pa oa laket war gein al loen.

Oremus a grogas er c’habestr, ha iao en hent ?

Ar gazeg an evoa eun ebeul bihan hag a ranke, evel just, mont da heul e vamm. Pa oe diblaset houma, elec’h