Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —

mont warhe lerc’h, e reas, da genta, diou pe deir zro d’an ti. Goudeze e teuas, d’an daou-lamm, da dapa e vamm ; fringal, gristillat a rê fouge ennan, evit doare, evel pa vije ive o vont d’ar pardon.

Erruout a rejont gant ar rivier a zisparti Lambôl diouz Landi, hag a zo just e bord Koat-Meur, evel a ouzoc’h. Dre eno e oa kalz tostoc’h mont da Zant Jakez.

Oremus a daolas e voutou en tu-all, a drounsas e vragou, hag a vleinas ar gazeg da vont en dour. Houman a oa boaz da dreuzi eno ha ne reas van ebet. Al loen bihan, chomet warlerc’h da c’houesa eun dra bennak, a deuas ive da sonjal heulia e vamm ; mes pa zantas an dour o c’hlepia e dreid, e reas eul lamm a-drenv en eur c’hristillat, evel pa vije bet skaotet. En em lakat a reas da c’haloupat e bord ar rivier ; hag e c’hristille gwasoc’h-gwaz.

Anna hag Oremus hen galve ; van ebet ne rê, nemet dont ha mont ato o klask eur riboul bennak ha ne vije ket a zour ennan evit mont betek e vamm.

— Asa, va Doue, a lavaras Anna, setu aze, avat, eul loenig paour hag en deus poan o chom warlerc’h e vamm ; hag ar vamm ive, sell, ne fell ket d’ezi mont mui araok, kement a boan he deus o welet he ebeulik bihan, o chom war he lerc’h. Deomp d’ar gêr, va mab ; eun druez eo ober kement-all a boan d’an daou loenig-ma. Ember te a ielo d’ar pardon da-unan.

Oremus ne lavare ger ; pleget e benn gantan, e sonje en torfed ma oa o sonjal ober, hag e lavare ennan e-unan en devoa al loen bihan-ze muioc’h a garantez evit e vamm eget n’en devoa, hen ; evit e hini.

Anna a lavaras adarre :

— Gwelet a rez, va mab, an ebeul bihan ne deuio morse dreist ar rivier ; daoust ha te a garfe beza en e blas, dispartiet diouz da vamm ?

Neuze Oremus a skoaz eun tôl en e galon. An holl garantez en devoa bet evit e vamm a zihunas. An daelou a deuas puilh en e zaoulagad ; lavaret a reas d’e vamm ar zonj fallakr a oa en e spered da leusker anezi da vervel er c’hoat.

Anna a dennas eun huanaden hirr hag a lavaras :

— Skwiz awalc’h e tlefes beza ganin, sur, va mabig