Mont d’an endalc’had

Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —


Setu, eur zulvez deus miz gouere, Oremus a oa o tont dar gêr deus an oferen gant eun toullad pôtred yaouank. deus an amezegez, hag unan anezo a c’houlennas outan Ne deui ket dis al da bardon Sant-Jakez ?

— Nan, eme Oremus ; c’houi oar mat ne c’hellan ket mont, va mamm a ve inouet he-unan.

— Deus d’ar pardon, a lavaras egile ; daoust ha te a ranko chom atao da ziwall da vamm ? Deus, a lavaran d’it, ne pezo ket a geuz! Eno, avat, pôtr, e ves merc’hed koant deus Lambôl, Laudi, Guimiliau, Guiklan, Sant-Thegonnek, ha zoken deus Plouvorn… Hag ar c’hoari kilhou ’ta ! Eno avat, e ves plijadur !

Ha neuze, a lavaras eun all, o sevel perch eo e ves ar muia plijadur. Me ’zo sur, te, Oremus, ma teufes, a zamfe ar maout !

— E feiz, avat, a respontas Oremus kêz, deuet an dour en e c’henou o klevet kement-all, en deiz-all e oan o tremen dre Draon-Louarn, hag ar mevel bras, a oa oc’h esa sevel eur berchen ; bêc’h en devoa o rei avel d’ezi, ha me a zavas anezi raktal. Evit da zevel perch, ne meus ket aon rak eun all.

* *

Epad ar sizun, Oremus ne rea nemet sonjal e pardon Sant-Jakez. Paolig gornek en devoa avi eus an ene-ze, a oa pet, betek neuze, ker mat ha ken tost da Zoue, hag a fourre e gorn gwella ma c’helle. Lavaret a rea da Oremus : « Da vamm ne bareo ket morse, hag e ranki chom, ’doug da vuez, bep kaout lamm plijadur ebet, hep mont morse etouez an dud »… Hag ar paour kêz potr a zelaoue hen, bet betek neuze ker mat ouz e vamm, a zonje ennan e-unan « Ma varfe va mamm, avat, me ve ebad d’in, e c’hallfen mont ive d’ar pardoniou, da zevel perch evel ar bôtred yaouank-all ».

Abenn hanter ar zizun en devoa grêt e zonj da gas e vamm ganlan en eur vont d’ar pardon, d’he leusker e Koat-Meur, el lec’h ma varfe sur hep gouzout da zen ebet.

D’ar zadorn da noz, Oremus a lavaras d’e vamm :

— Mar kirit, mamm, ez eimp hon daou d’ar pardon varc’hoaz ?

Va mabig paour, eme Anna, c’houi, sur, a dlefe