Pa ba Oremus o ren e bevarzek vloaz, e varvas ive e donton. Neuze e oa kemeret eur pôtrig da ziwall ar zaout, hag Anna hag he mab a yee d’ar park. Hema a oule dija ober an holl labourou wardro an douar, hag Anna a oa eur vaouez eus ar seurt ne weler ket alies, Ouspenn ma oule griat, neza, ober stam, e oa goest d’ober pep labour war-dro an tiegez, da brena ha da werza, hag er Roz ez ea atao mat an traou, ha ma ne oa ket a binvidigez, e veze atao bara war ar mestel [1]
Deuet oa Oremus, d’e driouec’h vloaz, eun den yaouank oa eus an dibab, fur, krenv ha grêt mat e pep fêson ; e vamm a oa fouge enni gant he mab ; savet mat he devoa anezan ; Oremus a gare Doue hag e vamm.
An Aotrou Doue, a lavarer, a zigas ar brasa kroazioù d’e wella mignoned ; da gredi ’ve ! evit Anna ar Roz he devoe he lod er bed-man.
Eun devez deus miz mae, Anna hag he mab a oa êt da dranchat eun tamm douar da lakat gwiniz du. Setu ma teuas eur bar-arne spontus. Oremus a redas buhan da glask goudor en eur c’hornik, e Traon-Louarn ; mes Anna a fellas d’ezi achui he ero, hag a oa treuzet oll he dilhad gant ar glao ; chom a reas da iena gant an dilhad gleb-ze. Antronoz e renkas chom en he gwele ; he izili a oa skornet oll ; ne c’helle finval ezel ebet.
Oremus a oa glac’haret oll ; setu ma renke soursial eus e vamm hag ober al labour wardro an ti. Diêsa ’gave da ober oa goro ar zaout hag aoza ar boued. Gant an amzer, koulskoude, e teuas da ober an dra-ze braoik awalc’h ; e vamm her c’helenne.
Anna, daoust d’he foaniou, en em gave eürus da gaout. eur mab a oa ker mat outi. Evit gwir, Oremus a rê gwella ma c’helle d’e vamm. Pa c’helle sevel, e wiske d’ezi he dilhad, hag e lakee anezi da azeza e kichen an tan ; pa veze re skornet he izili, e roe boued d’ezi evel d’eur c’hrouadur ; ne dee morse da bardon na da foar ebet, nemet eus red ; ha da zul, goude beza bet en oferen hag er gousperou, e chome er gêr da gaozeal gant e vamm.
Asa, Anna en em gave evurus en he foaniou, hag Oremus
n’en em glemme morse,
- ↑ E Treger war ar planken.