Mont d’an endalc’had

Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —

d’an ampoent. E penn an ti e oa daou graouik, foet e soul ve ar rest eus an dorgen a oa goloet a wez bras evel brema.

Yvon ar Roz hag e bried n’oant ket pinvidik, mes tud onest oant, ha tud a zoujans Doue.

Eur mab o devoa, hag e oa e ano Oremus, eun ano drol awalc’h, neketa ?

Tud habil o deus lavaret d’in e oa ar gêr-ze latin ; kredi a ran an dra-ze. D’an ampoent-ze e tremene, dre gichen ar Roz, elec’h m’ema brema an hent bras a ya da Landivio, eun hent ledannoc’h kalz evit hennez, a reat anezan hent Kallak, bet grêt gant ar Romaned da vont deus Keraez d’an Abervrac’h. Dre an hent-ze e tremene kalz tud, ha dreist-oll Romaned hag a gaozee al latin. Martreze an dra-ze a oa kaoz ma oa roet an ano a Oremus da bôtr bihan ar Roz. Yvon hag Anna a oa fouge enno gant o mab bihan. Siouas pa ves brasa ar joa e ves tosta ar boan : Yvon a varvas, pa oa c’hoaz bihan e vab ha setu Anna intanvez hag Oremus minorik.

Eur breur da Anna, hag a oa chomet pôtr yaouank koz, a deuas da jom d’ar Roz da zikour e c’hoar da gas an tiegez endro.

Betek e bevarzek vloaz, Oremus, evel ar vugale-all, a veze o tiwall al loened ; eur pôtr saout oa, krenv ha dispont ; hag ezom en devoa da veza, rak e kichen ar Roz, evel a ouzoc’h, ez eus eur c’hoat bras, a reer Koat-Meur anezan. Klevet em eus lavaret ez eus er c’hoat-ze ken alies a zevez-arat hag a zevez a zo er bloaz ; me gredfe awalc’h !

D’ar poent-se, Koat-Meur a oa kalz gouesoc’h evit n’eo breman ; bleizi ha moc’h-gouez a oa ebarz, hag a deue er-meaz, p’o deveze naon, da zamma al loened a gavent er prajeier pe er parkeier tro-war-dro. Mes deus banden Oremus ne oa morse sammet hini ebet ; abred en devoa ar pôtr desket c’hoari gant ar penn-baz, ha pa wele eur bleiz bennak o tostaat ouz e loened ne veze ket nec’het ; elec’h mont d’ar gêr en eur ouela, e strake e fouet en dra c’helle ; ha, pa ne reant van ebet, ez ea warzu enno en eur drei e benn-baz, ha p’o deveze tapet eul lipad, n’o deveze ket a c’hoant da zont endro.