Pajenn:M. Abgrall - Ar Roue Grallon nag an doctor Laennec, Feiz ha Breiz, 1920.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —

vefe unan gant eur boutou pounner o vale en iliz ; en eun taol, diou zor vras ar gathedral a zigor hag ar roue Grallon, ya, ar roue Grallon mean, o tont euz an iliz war e bouez, en eur lakât da dregarni gant e voutou mean pave ar porched hag hen war ar blasen ha war eün warzu patron Laennec. [1] Jozek a oa chomet sioul, sebezet o welet ar roue, mes pa oue êt ebiou d’ezan, oa savet en e zav, hag o krena c’hoaz gant ar spont e lavare : « Biskoaz kement-all ! Me zo bet mortolod, em euz great kampagn ar Chin ha n’em euz biskoaz klevet na gwelet kement-all Mes sell’ta da beleac’h ez a ar roue koz ! » Hag hen d’e heul sioula ma c’helle. N’en devoa ket a ezom da gaout aon da veza klevet o vale, daoust ma oa losk ha faout e voutou ; re ar roue a rea kement a drouz ma oa souezet Jozek ne deue ket an dud da zellet en o frenecher ; prenestr ebed na zigoras hag, e feiz, e oa eun tam lorc’h ennan o sonjal e vije hen, Jozek koz, e-unan test deus eun dra ken estlammus ; lavaret a rea goustadik : « Sell’ta, sell’ta, o vont da welet e amezeg ema evit doare ; d’ober petra an tanfoultr ez a da vihana ? » Ar roue a ia atao, war e bouez ; bep an amzer en deveze taoliou paz hag e ranke chom a-zav, evel evit kaout e halan ; pa oe digouezet pemp pe c’houec’h pas deuz patron Laennec, heman a ziskennas diwar e gador ; soubla a reas e benn izel evit saludi ar roue ; heman a reas eveldan pa oe digouezet e kichen ar c’hrilhaj a ra an dro da batron Laennec ; Jozek a glevas anezo o kozeal, mes re bell e oa evit klevet mat petra lavarent ; sur oa, avat, e komzent e brezoneg ; rag klevet a rea Laennec o lavaret : « Mat, mat tre ! » Neuze, henman a grogas gant e zaou zorn e diskoaz ar roue, trei a reas e gein warzu ennan hag e lakeas e skouarn da zelaou egiz ma ra ar medesin pa vez wardro an

dud klanv ; selaou a rea a-gleiz, a-zeou, ha gant kil e vizied

  1. Bet savet eno da C’houel Maria hanter Eost 1868.