Pajenn:M. Abgrall - Ar Roue Grallon nag an doctor Laennec, Feiz ha Breiz, 1920.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —

zellet en ear ; al loar a bare hag e welas mat an daou dour hag ar roue Grallon war e varc’h mean, e kreiz ; hag e klevas adarre eun taol paz a lakea da dregarni ar blasen a-bez : « Sell, sell, tanfoultre, emezan, en eur jom krenn en e zav, daoust ha n’eo ket ar roue koz eo a vefe o pasaat ? Setu aze eun dra zrol, avat, ha koulskoude, n’oun ket souezet tam ebed, hag en defe tapet eur gaouad [1], abaoue an amzer m’ema aze dindan an avel, ar glao, ar frim hag an erc’h ! Nan, nan, n’oun ket souezet tam ebed avat ! » Ha Jozek, dre ma ’z ea d’e gear, a zalc’he da gozeal outan e unan : « Nan, avat, n’oun ket souezet ; en hanv, ema brao awalc’h aze ; netra da ober edoug an deiz nemed sellet ouz an dud o tremen ha selaou ar varc’hadourezed d’en em rezoni war ar blasen, mes er goanv, avat, ne garfen ket beza en e blas ; ah ! nan, avat, gwelloc’h eo ganen beza o faouti koat er gondor ! »

En noz warlerc’h, d’an taol a nao heur, Jozek a oa adarre o tizrei d’ar gear, eur bannac’hig brao gantan dindan e fri ; digouezet e kreiz ar ru Kereon, e klev evel en nozveziou araok eun taol paz krenv mantrus : « Alo, emezan, etre e zent, ar roue koz n’eo ket pare c’hoaz, evit doare ! » Kerkent e klev eun trouz, egiz pa vije bet eur mean pe eur roc’h o koueza war doen an iliz. Jozek a oa neuze e penn ar ru : « Hola ! vat, emezan, daoust hag an touriou a zo o vont da goueza ! » hag e sav e benn da zellet ; eur goumoulen a c’holoe al loar a oa dres eat ebiou, hag ar pôtr koz a welas mat an daou dour sounn en o sav, hag e kreiz, marc’h ar roue Grallon, mes roue ebet, avat, ne wele : « Tanfoultr, emezan, biskoaz kement-all ; daoust ha me a vefe berwelet breman ! » hag e frote e zaoulagad gant e zaou zorn ; kaer en devoa sellet ne wele atao nemed ar marc’h ; en tour, avat, e kleve trouz egiz pa vijet bet o rei taoliou horz war an deleziou. Jozek a grogas eun tam aon ennan ; drailha a rea etre e zent : « Petra an tanfoultr a zo aze ? Mat ! me rank gwelet ; ya ’vat, hag e rankfen chom ama betek varc’hoaz vintin, me welo ! me welo pe n’eo ket Jozek va hano ! »

Mont a ra da azeza war deleziou ar porched ; atao an

trouz poum, poum ! tostat a ra ; breman e vefe lavaret e

  1. E Treger eur c’houad.