Pajenn:M. Abgrall - Ar Roue Grallon nag an doctor Laennec, Feiz ha Breiz, 1920.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

e skoe war gein mean ar roue koz ; e c’hellit kredi ne reas ket a drouz kleuz ; temperamant mat en devoa c’hoaz ; goude e lakeas e skouarn war e beultrin, e gosteziou ; ar roue en deveze taoliou paz, bep an amzer, ha Laennec a lavare : « Mat mat ! n’eus netra ! netra ! » Pa oe echu gant Laennec e leverchont adarre eur ger bennak an eil ouz egile ; neuze Laennec a zaludas ar roue en eur lavaret : « Kenavo, aotrou roue ! » hag ez eas adarre da azeza war e gador. Ar roue a respontas : « Bennoz Doue deoc’h, va mignon ! » ha war e bouez ez eas warzu an iliz. Jozek her gwelas o vont ebarz ; an diou zor a zerras dioc’htu ha klevet a rea trouz boutou mean ar roue o sevel en deleziou an tour ; neuze Jozek a deuas eur zonj d’ezan hag a lakeas eun enkrez vras en e spered : « Daoust, emezan, hag ar roue koz a ouezo mont e-unan war e varc’h ? Me rank gwelet, avat », hag ez a da harpa e gein ouz moger an ti-korn a sko war ar ru ha war ar blasen : ac’hano e welo mat, rag al loar a zo o para eün war ar gathedral ; prest e wel ar roue Grallon o tigouezout war an doen blat a zo etre an daou dour ; mont a ra eün warzu e varc’h ; lakât a ra e droad er skleuk, e zourn war gein e varc’h ha flip, en eul lam, evel eur pôtr yaouank, ema gwintet warnezan.

Jozek a denn eun huanaden hir egiz ma vije bet dizammet diouz eur beac’h pounner hag o sevel e dog ledan en ear, e lavaras : « A han ! ni avat a zo daou botr koz start war hon diwesker ! Kenavo, va roue ! » hag ez eas d’e wele. Abaoue Jozek a ia evel kent bep noz da lakât eur c’horniad ha da eva eur banne da di e vignon : « Mat ! biskoaz, abaoue, emezan, n’em euz klevet ar roue Grallon o kaout eun taol paz : pare klok eo. »

Ha setu aze va chontaden ; mar he c’havit brao, kontit anezi d’ho pugale, e kichen an tan pa vezot o veilha evit m’o devezo sonj deus ar roue Grallon-Meur ha deus o c’henvroad brudet Laennec.


M. A. Abgrall.


————