— N′em eus ket credet, ha c′hui, aotro ar person, mar vizeac′h bet eno, n′ho pije ket grêt ive.
— Eo, grêt em bije ; me n′on ket ken aounic-se.
Mont a ra ar person neuze da gavout he eil cure, conta a ra hol d′ehan, hac a c′houlenn digant-han a contant eo da vont ive da dremen eun noz en ilis.
— la, ia, emehan, me a ielo, en graz Doue, ha na vinn ket ken aounic-se. Me a gomzo ouz ar plac′h-se, hac a c’houlenno digant-hi petra a faot d′ezhi.
Mont a ra eta ann eil cure [1] da dremen ann noz ive d′ann ilis, hac a clew hac a wel ar pez ho doa clewet ha gwelet ann daou all. Mès, evell ann daou all, na gredas na flach deus ar gador lec′h a oa azeet na c′hueza gir.
Ann dewarlerc′h ar heure, pa deu er-maës ann îlis, da heur ann Angelus, a oa he berson o c′hortos anehan, er verred.
— Ac′hanta ! a lâras ar person d′ehan, penaoz eo bet em dremenet ann treo ? Gwelet hoc′h eus eun dra bennac ?
— Ia, aotro ar person, clewet ha gwelet em eus evel ann daou all.
— Piou ê eta ar plac′h-se, neuze, ha petra a faot d′ezhi ? Rac goulennet hoc′h eus digant-hi, me voar-vad ?
— N′em eus ket credet goulenn digant-hi.
— Ma ! na oc′h nemet poltroned, ken aouennic ha bugale. Me a ielo fenoz d′ann ilis, hac a ouvezo petra eo kement-se hol ; marteze eun ine en poan, ha na c′houlenn nemet eun offerenn pe eur bedenn benac evit bea delivret.
Mès ar person, evit-han da lâret na oa ket aouennic, na grede ket mont he-unan da dremenn ann noz en ilis, hac a c′houlennas digant he daou gure mont gant-han ive.
Mont a reont ho zri, hac hec′h int saouezet o welet ar varvscaon en creiz ann ilis, kempennet evel evit eun interramant pinvic, pe eun dez-ar-bloaz.
— Petra, a lâr ar person, piou a zo marv, er barrouz, ma zo eun interramant vraz, warc′hoas, pe eun dez-ar-bloaz ?
— Na ouzomb ket, eme ar gureed, n′hon eus clewet netra.
- ↑ En breton, le vicaire s′appelle curé, et le recteur ou curé, person.