Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Lincel ar re varo.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

spontus : « Pelec′h eman ma lincel ? Ma lincel d′inn ! Ma lincel d′inn ! » Me na em spontan ket, hac a lâr neuze : — « Setu aman ho lincel, comerret anêhi ; ha mar caret, a roïnn d′ac′h îve ma chupenn, mar hoc′h eus riou. » Comer a ra he lincel, hac a lâr d′inn : — « Trugarez, ma den mad, ha Doue d′ho paëo : a-baoue seiz ugent vloaz ez oann aman hoc′h ober pinijenn galet, ha c′hui hoc′h eus ma delivret ! Kenavô en baradoz Doué ! » Hac hec′h es-cuit. Mes lâret a deus d′inn c′hoas pedi anoc′h d′ober he interramant, warc′hoas ar beure, da dec heur. — « Grêt a vô, eme ar person, ha deut ive. — Oh! mont a rinn. — N′oc′h eus ket gwelet goude ann êl a oa bet o tigass ann diou c′houlaouenn ? — Nann, aotro ar person, n′em eus ket gwelet anehan goude. — Henès a oa, me oar-vad, he èl mad.

Grêt ê ann interramant gant solennité ; lakét ê bet en creiz ann ilis, el lec′h ma tiskenne beb-noz en douar. Epad ann offerenn, a oe gwelet adarre ann êl o tont deus ar sacristiri, eur c′houlaouenn goar gant-han en peb dorn, hac a roas anhè da Job Kervran. Job a gomeras anhê, hac ho dalc′has en he daou dorn, epad ann offern hac ann interramant.

Ar plac′h a saoas neuze deus he bez, he lincel gwenn en-dro d′êhi, a gomeras digant Kervran he diou c′houlaouenn, ha dirac ann hol dud a oa eno, a pignas d′ann nef, en eur gana cantic ar Baradoz.


Contet gant Fanch Thépaut, baraër, euz parrouz Botsorhel, ann 22 a viz Guenveur 1890, dastumet ha troët en Gallec gant F.-M. Ann Uc′hel.


————