Hac en noz goude ann interramant, me ′c′h ee d′ar verred, da didouari ann hini marw, hac e tigassenn ganen ar goalizer, ar c′hroajo aour hac arc′hant, hac al lincelliou, hac e lezenn ar c′horfo en noaz ; hac evit se hec′h on bet condaonet da dremenn ter heur bemnoz indan ann douar, en noaz, abaoue seiz ugent vloas. C′hui hoc′h eus ma delivret, ha bennos Doue d′ec′h. Breman, hec′h eet da gavoud ho person, hac a lârfet d′ehan ober ma interramant, warc′hoaz ar beure, da dec heur. Neuze hec′h inn da baradoz ma Doue, ha c′hui a deuio ive, n′eus fors pegoulz a varwfet. »
Em baca a ra en he lincel, neuze, hac ar postillon hac egile a astenn anezhi en he arched hac a laca ann arched war ar varvscaon. P′ho deus grêt kement-se, e tisparissont, hac ar c′harronz ive, heb trouz a-bed, ha na ouzer penaos.
Job Kervran hec′h a neuze da gavoud ar person.
— A c′hanta ! a lâr d′ehan ar person, petra at eus-te gwelet en ilis ?
— Gwelet em eus, aotro ar person, traou spontus ; eur plac′h marw, hoc′h ober pinijenn, abaoue seiz ugent vloaz, a zo bet digasset en ilis, en eur c′harronz a oa stag out-han tri a gezec dû. Digoret eo bet ann arched en pehini a oa astennet, tennet eo bet e-maës, ha neuze a deus tolet war ar pave al lincel a oa en-dro d′êhi ; ann douar a zo bet em digoret, hac hen eus lonket anêhi, en noaz. Ar varvscaon a oa en creiz ann ilis, kempennet evel evit eun interramant pinvic, hac a zo deut eun êl deus ar sacristiri, gwisket en gwenn, hac eur c′houlaouenn goar gant-han en peb dorn; hac hen deus laket he diou c′houlaouenn unan a bep tu d′ar varvscaon, hac hec′h ê distroët neuze d′ar sacritiri. Me, p′em eus gwelet na oa enaouet nemet ann diou c′houlaouenn-ze, em eus enaouet ive ar re-all a oa endro d′ar varvscaon, ha bepred hec′h int bev eno. Eul lincel em eus gwelet neuze war bave ann ilis, e-kichenn ar varvscaon, hac em eus tapet anêhi ha casset ganen, indan ma c′hazel. Goude-ze, hec′h on bet daoulinet etal ar varvscaon, da bedi evit ann anaoun. Da der heur, a teu ann hini marw e-maës ann douar, ha pa na wel ket he lincel lec′h ma defoa tolet anêhi, a em laca da grial, gant eur vouez