Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Lincel ar re varo.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

el, hac eur c′houlaouenn goar gant-han en peb dorn. Lacad a eure unan anhê en peb tu dar varvscaon.

Kervran, o welet kement-ze, a sonch d′ehan a zo eun interramant da vean, en noz-ze, hac a diskenn euz cambr ann horolac′h, hac a deu da daoulina e-kichenn ar varvscaon, ha da bedi evit ann anaoun. Saouezet o welet na oa enaouet nemet daou deuz ar goulaou a oa en-dro d′ar varvscaon, a em laca da enaoui ive ar re-all. Mes, ′vel na wel den o tont, na bêlec, na re-all, hec′h ê saouezet, hac a sonch : — Rèd ê a ve eun anaoun hoc′h ober pinizenn a zo en arched-man. Mar be bolente Doue hec′h allfenn hen délivra, ez on contant da verwel, ha pa ve doc′htu a ve.

Gwelet a ra al lincel chomet war bave ann ilis, hac a laca anêhi indan he gazel, hac hec′h a da bedi adarre, dirac ann aoter.

Da der heur, e teu, evel bep-tro, ann hini marw e-maës ann douar, ha pa na wel ket he lincel, a em laca da grial : — « Pelec′h eman ma lincel ? Ma lincel d′in ! » —

— Aman eman, ganen-me, a lâr Kervran, hac hec′h an da reï anêhi d′ac′h, doc′h-tu, ha zoken ma chupenn, mar caret, rac riou a dleet da gaout evel-se, en noaz.

Hac a ro he lincel d′êhi.

— Trugarez, ma den-mad, emehi, ha Doue d′ho paeo, rac c′hui hoc′h eus ma delivret. Seiz ugent vloaz a zo a-baoue ma ′c′h on aman oc′h ober pinijenn, hac a oann barnet da chom evel-se, ken em bije cavet unan da bedi evidon, ha da reï d′in ma lincel, evel m′oc′h eus-hu grêt. Calz a dud ho deus ma gwelet en ilis-man, a-baoue ma ′c′h on hoc′h ober pinijenn, hac hol a spontent hac hec′h eent-cuit, pa c′houlennenn digant-he ma lincel, dre na gredent ket cregi en-hi ewit hi reï d′inn. Darn a groge en-hi, hac hi zole d′inn, evel da eur c′hi. Beb-noz, a-baoue seiz ugent vloaz, a rinkenn tremen ter heur en creiz ann douar, en noaz, a-gichenn hanter-noz bete ter heur. Hec′h an da lâret d′ac′h ar pec′het evit pehinin a reen ken braz pinijenn. Me, pa oann en buhe, war ar bed, a laëre ar-re-varw, en ho bezio. Pa varwe eun den pinvic, er vro, war digare pedin ewit he ine, me ′c′h ee d′he di, da welet liennan anehan ha petra a vije laket gant-han en he arched.