Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Lincel ar re varo.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

vouez huël : — « Pelec′h ema ma lincel ? Ma lincel d′in ! » Ann tri bêlec, o clewet ar vouez-ze, a zo spouronet hol, hac a garrie bea pell ac′hane. — « Pelec′h ema ma lincel ! Ma lincel d′inn ! » a gri arre ar plac′h, gant eur vouez crenvoc′h, hac a red en-dro d′ar varvscaon, evel eur c′hi counnaret. — « Pelec′h ema ma lincel ? Ma lincel d′inn ! » a gri, evit ann derved gwech. Ar person, gant ann aoun na deuze da welet anehan ha d′hen lacad a bezio, kement ha ma oa counnaret, a deu neuze da greiz ann ilis, hac a dol d′êhi he lincel; mes na gred lâret comz a-bed. Ar plac′h a dap-crog en he lincel hac a laca anêhi endro d′he c′horf. Tapout a ra neuze eun dornad douar euz ann toul a behini a oa deut, hac a tol anehan en bisach ar person ; neuze a c′houez ann diou c′houlaouenn, en daou du d′ar varvscaon, hac hec′h a-cuit en he c′harronz, gant eun drouz spontus, ken a sonje gant ar vêleienn a oa ann ilis o vont da goueza warnhê. Mes n′ho deus bet drouc a-bet. Ann dewarlerc′h ar beure, hec′h a ar person, he-unan, da gavoud Job Kervran, en he di, hac a c′houlenn digant-han ha gwir a oa hen defoa bet digant he aotro quittanz euz a seiz blawès feurm a dlee d′ehan, evit tremen eun nozvès pen-da-benn en ilis.

— Gwir eo, aotro ar person, — a lâras Job.

— Ma ! me a baeo seiz blawès all en avanz d′es aotro, mar cares tremenn c′hoas eun nozwès all en ilis.

— N′on ket hardiz da vont evel-se, en noz, d′ann ilizo ; coulzgoude hec′h inn c′hoas, en hano Doue, hac evit gonid eun dra bennac d′am bugale.

— Mès rèd a vô did goulenn digant ar plac′h varv petra a faot d′êhi, ha lâret d′inn petra a defo respontet.

— Ma ! Aotro ar person, ober a rinn.

Mont a ra eta adarre Job Kervran d′ann ilis, pa ′c′h a ar sacrist da zôn ann Angelus, hac hec′h ê saouezet o welet ar varvscaon en creiz ann ilis, hac hi kempennet evel evit eun interramant pinvic. Pigna a ra adarre en cambr ann horolac′h, hac a em laca da bedi Doue, da c′hortoz ann hanter-noz. Evit diverra, clewet ha gwelet a ra evel en noz kentan a dremenas en ilis. Met pa oe diskennet ar plac′h, en noaz, en douar, a welas o tont euz ar sacristiri unan gwisket hol en gwenn, evel eun