— Na me ive ; it da c′houlenn digant ar sacrist.
Hac hec′h a unan ar gureed da c′houlenn digant ar sacrist. Met ar sacrist ive n′hen defoa kezlo a-bed a vize a-newez marwet unan-bennac er barrous, nac ive a vize eun dez-ar-bloaz, ann dewarlerch. Souezet a oa ive o clewet a oa ar varvscaon en creiz ann ilis, rac n′hen defoa ket hi lakêt eno.
Setu eta ann tri bêlec en ilis, o pedi Doue, da c′hortoz ann hanter-noz da zôn.
Kerkent ha ma ′z eo scoët ann toi diveza, setu arre eun drouz vraz er verred, gant a c′harronz hac ar c′hezec o tont a-dreuz ar meinn-bez, hac eun den a deu deus ar sacristiri, a dremen a-biou d′ann tri bêlec, heb ober vân da welet an-hê, hac hec′h a da digori ann nor-dal. Kerkent ar c′harronz a deu en ilis, gant ann tri a gezec du, hac a chom e-kichen ar varvscaon. Ar postillon hac egile a denn neuze eun arched e-maës ar c′harronz, a digor anezhan, hac e tennont e-maës corf eur plac′h varo, gant eul lincel endro d′ezhi. Ann daou vean a sao, gant trouz, hac a dizolo eun toul du ha don, en pehini ar plac′h a diskenn, en noaz, goude bea tolet he lincel war bave ann ilis. Ha neuze ann daou vean a gouez arre, gant trouz, war ann toul, ar c′harronz hec′h a-cuit, ann den a deue euz ar sacristiri a serr ann nor hac a distro d′ar sacristiri,
— ha trouz a-bed goude.
Ar person, hardioc′h eun tammic eget he gureed, a deu neuze da gichenn ar varvscaon, a dap-crog el lincel, hac a distro gant-hi da droad ann aoter vraz.
— E tlezac′h bea grêt eveldon, — a lâr d′he gureed, — brema me na roïnn ket he lincel d′êhi, ken a defo lâret petra a faot d′êhi.
Dont a ra neuze unan deus ar sacritiri, evel eur bêlec, nemet hec′h ê gwisket hol en guenn, hac eur c′houlaouenn coar gant-han, en peb dorn. Lacad a ra anhê unan a bep tu d′ar varvscaon, hac a tistro arre d′ar sacristiri. Da der heur, ar c′harronz a deu arre d′ann ilis, da gerc′had ar plac′h maro. Homan a deu e-maës ann douar, hac a em laça da c′hoarzinn, o welet ann diou c′houlaouenn, en daou du d′ar varvscaon. Clasq a ra he lincel, ha pa na gav ket anêhi, a lâr, gant eul