Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47


— Ho merc’h, aotrou roue !

— Va merc’h !… Ha kollet eo e skiant-vat gantan ?

— Mervel a renko neuze, aotrou roue.

— Foeltr forz ne ran, met evit va merc’h n’en devo ket ! Hag an hini goz d’ar gêr en eur ouela.

— Ac’hanta, va mamm ?

— Allaz, va mab paour, me ’ouie mat. Lavaret en deus ar roue n’az pezo biken e verc’h.

— Marteze, va mamm !… Gwelet e vo…

Dastum a ra ar roue e guzulierien ha lavaret d’eze petra a c’hoarveze.

— Ta ! ta ! eme ar re-ma ; n’en em ankeniet ket gant kennebeud a dra. Lavarit d’ezan, m’en deus c’hoant da gaout ho merc’h, e renko, a-raok, chench plas d’ar menez a zo dirak ho kastell hag a harz an heol-sav da bara warnan. Birviken ne zeuio a-benn d’ober ze.

Digemennet eo an hini goz, ha lavaret d’ezi lavaret d’he faotr penaos, ma teu a-benn da chench plas d’ar menez a zo dirak kastell ar roue hag a harz an heol-sav da bara warnan, en devo merc’h ar roue.

— Jezuz ! emezi, n’eus den er bed hag a c’hallfe ober ze !

Dont a ra d’ar gêr en eur ouela, hag e lavar d’he mab ar pez a c’houlenner digantan a-raok kaout merc’h ar roue.

— Allaz ! va mabig kêz, biken n’halli ober an dra-ze.

— Marteze, va mamm !… Gwelet e vo…

Da hanter-noz e sav ar paotr, hag ec’h a da droad ar menez hag e vouest gantan. Digeri a ra e vouest, hag e lavar :

— Dre vertuz va bouest, ma vo kaset ar menez-ze ac’han, ha ma vo plên en e lec’h evel eul leur !

Ha kerkent setu êt ar menez kuit.

An deiz war-lerc’h ar beure, pa zihunas ar roue, e voe souezet o welet an heol en e gambr.

— Petra eo kement-man ? emezan.

Hag hen o sevel hag o vont da sellet d’ar prenestr : n’oa ken ar menez dirag e balez.

— A ! a lavaras d’ezan e-unan, mab an hini goz a zo unan ben-