Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46

hag az kemero da vevel.

Mont a ra ar paotr an deiz war-lerc’h ar beure d’ar palez, ha lavaret ’zo d’ezan mont da gavout ar jardiner.

Bemdez e teue ar roue da vale gant e verc’h d’ar jardinou. Ma kavas ar jardiner nevez stummet mat, hag e plije kaer d’ezan, hag e chome alies da ziviz gantan. Ma plije ar jardiner nevez d’ar roue, d’e verc’h e plije kalz muioc’h c’hoaz, ha ne skuize ket o sellet outan. Mab an hini goz a welas se prestik, hag e-unan e teuas da garet kement ar brinsez, ma kollas kazi e benn, hag e kouezas klanv bras ; hag e teuas da di e vamm, pe bepred an hini hen kemere evit he mab. Kaer ’voe klask endro d’ezan medesined ha sirurjianed, ne wellae tamm : den n’anaveze e glenved.

Setu glac’haret an hini goz. Mont a ra da gavout ar roue.

— Siouaz ! aotrou roue ! va faotrig kêz a zo skoet klanv, ha n’oar den netra en e glenved. Aoun bras am eus d’hen koll.

— Lavarit d’ezan n’eus forz petra a c’hoantao eus va falez, hen roin d’ezan, rak plijout a ra ho mab d’in.

Hag an hini goz prim d’ar gêr, ha da lavaret kement-ma d’he mab.

— O ! nann, eme heman, n’am bo ket ar pez a c’houlennin.

— P’en deus lavaret ar roue, va mab paour, goulenn hag e weli.

— Nann, biken ne roio d’in ar pez a zo ret d’in evit va yac’haat.

— Eo sur, mar d eman en e balez ; lavaret en deus.

— Eo, en e balez eman.

— Petra eo ’ta ?

— E verc’h da bried !

— Jezuz ! va mab, petra ’lavarez-te aze ?… Nann, evit-se n’az pezo biken.

— Ma ! marteze, va mamm. It bepred d’he goulenn d’in digant he zad.

Mont a ra an hini goz da gavout ar roue.

— Ac’hanta ! petra a c’hoanta ho mab ?

— Ah ! aotrou roue, ne gredin biken hen lavaret d’ec’h.

— Lavarit hardiz, ha, m’ema ’barz va falez, en devo sur.

— Eo, en ho palez eman, met ne gredin biken…

— Lavarit hep aoun.