Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45


A-benn eun deiz hag eur bloaz, setu ma tigouez an tri roue. Ar verc’h henan a voe eureujet da roue ar pesked ; an eil, da roue al loened pevar-zroadek ; hag an deirvet, da roue an holl lapoused-nij. Ma voe grêt teir eured war ar memez tro. Pa voe fin d’ar friko ha d’ar goueliou ha d’ar jabadao, an teir gwreg-nevez a gimiadas diouz o breur, hag ec’h ejont kuit gant o friejou.

P’o devoa grêt eun tammig hent, e lavaras unan eus ar rouane :

— Eun dra hon eus ankouaet.

— Petra ’ta ? eme ar re all.

— Ober hon fresantjou eured d’hon breur-kaer.

— Ya ’vat ! Distroomp war hon c’hiz.

Hag e tistrojont, hag e rojont pep-hini e bresant da vab an hini goz.


— Sell aze, eme roue ar pesked, eur vouest, ha pa lavari : Dre vertuz va bouest, m’am bo an dra-ma-dra  ! » — kerkent e c’hoarvezo ar pez a c’houlenni. Hag ouspenn, p’az pezo ezomm a sikour, n’az pezo nemet hon gervel, hag hon kavi en pep reustl.

— Trugarez, ha va bennoz d’ec’h !

Hag ec’h ejont kuit neuze.

Ar paotr, evel ma oa chomet e-unan, a c’hoantaas mont da vale bro, gant e vouest… Arruout a ra en Pariz. Evel na ouie pelec’h mont da c’houlenn lojeiz, ec’h antreas en eun ti, ’lec’h ma oa unan goz o chom he-unan.

— Ha c’houi ’zo yac’h, mamm-goz ? a lavaras en eur antren.

— Jezuz ! ma mabig, te ’zo aze ?… Brasa da joa a ra d’in da welet ! (Sonjal a ree ganti e oa he mab).

An deiz war-lerc’h ar beure, an hini goz a ya da gavout ar roue (e-kichen ar palez e oa o chom) hag a lavar d’ezan :

— Arru eo va mab kêz, aotrou roue !

— Arru eo ? eme ar roue.

— Ya ’vat, hag hen terrupl ha gailhard bepred !… Ma karfac’h hen kemer da vevel ? Rak ne c’houlenn nemet labourat.

— Ya sur, Lavarit d’ezan dont ; kavet e vo eul labour bennak da rei d’ezan.

Hag an hini goz d’ar gêr, ha stad enni.

— Lavaret a zo d’it, va mab, mont da gavout ar roue d’e balez,