Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

nak !…

Redek a ra da gavout e guzulierien.

— Allaz ! emezan, êt eo ar menez kuit, ha setu ma vezo ret d’in rei va merc’h da vab an hini goz !

— Nann c’hoaz, eme ar re-man. Lavarit d’ezan e renko breman sevel eur c’hastell aour el lec’h ma oa ar menez, hag henvel en pep tra ouz hoc’h hini, ha diabarz ha diavêz.

An hini goz a deuas beure mat da gavout ar roue, hag a lavaras d’ezan :

— Ac’hanta, aotrou roue, va faotr, avat, a zo eun den ! Setu êt ar menez kuit !

— Ya, met breman e renko sevel el lec’h ma oa ar menez eur c’hastell aour henvel ouz va hini, ha diabarz ha diavêz.

— Jezuz ! penaos ’raio se, ar paotrig kêz ?

— Ret e vezo d’ezan hen ober, m’en deus c’hoant kaout va merc’h.

Dont a ra an hini goz da gavout he mab, hag e lavar d’ezan petra a c’houlenner outan c’hoaz.

— Evit an dro-man, va bugelig paour, ez out kollet.

— Marteze, va mamm !… Gwelet e vo…

Da hanter-noz ec’h a gant e vouest el lec’h ma oa kent ar menez ; he digeri a ra, hag e lavar :

— Dre vertuz va bouest, ma vo aman eur c’hastell aour, henvel en pep tra ouz hini ar roue, ha diabarz ha diavêz !

Ha kerkent e voe grêt evel ma lavaras.

Pa savas ar roue, diouz ar beure, e voe souezet mat o welet ar c’hastell aour, hag e chomas da sellet outan, digor e c’henou gantan :

— Ah ! emezan, ret eo rei va merc’h d’ezan !…

Ma voe grêt an eured, eun eured eus ar c’haera, hag ec’h ejont o-daou da chom d’ar c’hastell aour.

Plijout a ree e vab-kaer d’ar roue, hag ec’h eent o-daou da chaseal asamblez. Tapout a ree, tapout a ree a bep seurt loened, kement ha ma kare. Ma oa souezet an holl.

Merc’h ar roue ne blije ket d’ezi he fried, hag he devoa eur c’hamarad-kleiz a deue d’he darempredi bemdez, pa veze ar roue