Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31

d’ezan :

— Arsa ! biskoaz n’em eus gwelet kemend-all !… Dena epad daou vloaz pevarzek kazeg, ha c’hoaz n’out na kresket na gwellaet tamm ! Petra eo kement-se ivez ?

— N’eus forz, eur wech c’hoaz e vo ret d’ec’h laza ar pevarzek ebeulez.

— Bah ! bah ! ober goap ouzin a rez.

— Nann, ne ran ket goap ouzoc’h. Sentit ouzin, pa lavaran d’ec’h : ar wech diweza e vo.

— Ma ! p’am eus grêt diou wech, eo kouls d’in ober ivez an deirvet, ma vezo gwelet.

Hag e lazas evit an deirvet gwech an ebeulezed, ha goude e retornas adarre d’ar skol, hag a-benn eur bloaz e tistroas adarre d’ar gêr, achu breman e studi. Kerkent ha m’arruas, e redas d’ar park da welet ar c’hezeg :

— Daoust petra ’vo c’hoarvezet ? a lavare d’ezan e-unan.

An dro-man e oa bepred ar pevarzek kazeg o peuri er park, met n’oa ket a ebeulezed bihan gante : n’oa nemet an ebeul tri bloaz, hag hen ker bihan ha ker fall evel kent. Ma ’z eas droug er penhêr o welet kement-se, hag e trouc’has eur vaz er c’harz evit bazata al loen fall.

— Hola ! va mestr, a lavaras an ebeul, na skoit ket, m’ho ped. Va selaouit mat, grit evel ma lavarin d’ec’h, hag e welfet neuze petra ’c’hoarvezo. It d’ar gêr, kemerit eur brid, eun dibr hag eur skrivell, ha deuit ama gante.

Mont a ra ar penhêr d’ar gêr, hag e retorn kerkent d’ar park, gant eur brid, eun dibr hag eur skrivell.

— Mat ! eme an ebeul. Lakit breman ar brid em fenn hag an dibr war ma c’hein… Mat evel-se !… Kemerit breman ar skrivell hag en em lakit d’am skrivella, ha start !

Hag ar penhêr da skrivella, Kel lies taol skrivell a roe, e kreske an ebeul eun tamm. Ma teuas da veza ker bras ha ker uhel, ma renkas pignat war eur c’hleuz. Pa voe ker bras ha ker uhel ha tri marc’h mat, e lavaras d’ezan :

— A-walc’h !… Pign brema war ma c’hein, evit ma ’z efomp hon-daou da vale bro.