Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38

ha pevarzek marc’h.

— Petra, c’houi ’gomz ivez, loen paour ?

— Ya ’vat, me ’gomz ivez ; met ober a rafet ar pez am eus lavaret d’ec’h ?

— Laza trizek ebeulez kaer evel ar re-ze evit eur falleganig na vo mat biken da netra, marteze ? Ne rin ket se, avat.

— Grit, pa lavaran d’ec’h, ha diwezatoc’h n’ho pezo ket a geuz.

— Ne rin ket, ne rin ket. Ret e vefe ’ve kollet va skiant-vat ganen evit ober an dra-ze.

Hag e tistroas d’ar gêr. Met e-pad an noz ne reas nemet sonjal er pez en devoa lavaret an ebeul d’ezan, An deiz war-lerc’h, ec’h eas adarre d’ar park da welet ar c’hezeg, hag an ebeul bihan a gomzas outan evel an deiz diagent, hag an drivet deiz, memez tra, Ma lavaras neuze ennan e-unan :

— Kement-man ’zo eun dra bennak ; mat e ve d’in senti.

Hag e lazas an trizek ebeulez.

Met deut ’oa an amzer da retorn d’ar skol, hag ec’h eas adarre evit eur bloaz. Pa voe grêt e vloaz, e tistroas adarre d’ar gêr, hag a-boan ’oa d’ezan beza arruet, ma redas d’ar park da welet ar c’hezeg, ha dreist-holl e ebeul bihan. Pevarzek ebeulez all a oa adarre gant ar pevarzek kazeg, hag ouspenn, an ebeul fall ne oa kresket tamm. Heman a deuas etrezeg ar penhêr, kerkent ha m’hen gwelas, hag a lavaras adarre d’ezan :

— Lazit adarre ar pevarzek ebeulez nevez, evit ma chomin va-unan da dena ar pevarzek kazeg.

— Ne rin ket, pa n’eo ket kollet va skiant-vat ganen ! Eur wech oun bet tapet, met ne vin ken, ebeulig fall. N’out kresket tamm, ha te denet ganit pevarzek kazeg, epad eur bloaz !

— Grit, pa lavaran d’ec’h, ha n’ho pezo ket a geuz a ze diwezatoc’h.

Kement e talc’has warnan, ma lazas adarre ar pevarzek ebeulez.

Ha neuze e renk retorn adarre d’ar skol evit eur bloaz.

Dont a ra adarre d’ar gêr, pa voe achu ar bloaz, hag e red d’ar park da welet ar c’hezeg. Pevarzek ebeulez vihan a oa adarre gant ar pevarzek kazeg, hag an ebeul fall n oa bepred gwellaet tamm. Mont a ra d’hen kavout, eun tammig droug ennan, hag e lavar